Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mantret a galon, ’kreis e vrud,
E kerz a gammejo munud
Eur pautr yaouank, hag heñ goall-glan,
Dre ’r c’hoad ker d’e vloaio kentan.

— Koadig kes, ’meañ, kenavo !
’Widoñ ’n em lakez en kanvo ;
Pep deliaouen diouzit a goue
Zo eur zeblant anko d’iñ-me.

Tud gouiek a zougas eur varn
A zon dalc’hmat ous ma diskouarn ;
Ha biken o girio kalet
N’hallont dont demeus ma speret :

« An delio eus ar c’hoajo glas
’Weli ’tont melen eur wech c’hoas,