Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Nemet an deliou sec’h na goue,
Da ober lec’h d’ar re neve ;

Nemet an deliou melen aour,
Da ober gwele d’an dud paour.

En em gonfortet, peorien geiz,
Gweleou pluñ ho po eun deiz ;

Choui ’po, elec’h gwele gwïal,
Gwele olifant er bed all.


eil miliner

Savet eo bet ar gentel-man
Da ouel Maria, goude koan ;