Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/211

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XXIV


AN AMZER DREMENET


――――


kenta miliner


Bretoned, savomp eur gentel
Diwarben pautred Breiz-Izel.

— Deut da glevet, da glevet, gwitibunan ;
Deut da glevet, da glevet ar c’han. —

Pautred Breiz-Izel o deus gret
Eur c’havel koant hag heñ treset.

— Deut da glevet, etc.