Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

An alc’houez nevez a garer, — setu ! —
An alc’houez gos a zisprizer,
Ha koulskoude peurlïesa
An alc’houez gos zo an esa. —

Ne oa ket eis miz achuet, — me gred, -
D’he lezvab he deus lavaret :
— Da ve genoc’h-hu, pautr a Vreiz,
Diwall al loar demeus ar bleiz ?

Leket evez, mar em c’hredet, — sellet,
Ober a reot ma n’hoc’h eus gret ;
Leket evez d’ho prud, autrou,
Miret ho neiz deus ar goukou !