Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An doare skriva en brezoneg a zo kals gwelloc’h eget an hini a vez heuilhet en galleg; ar zoniou eo a ren aneañ ; pep lizeren a vir atau an hevelep hini : g ha s na vent nepret lavaret evel j ha z.

Koulskoude e c’haller awechou distrei eun tammik deus ar seurt reiz, ewit lakât ar skrid diroestloc’h hep beza diesoc’h da lenn. Laket em eus n elec’h ñ dirak eur gonsonen (nemet eun n all e ve), o veza ar sillabennou-ze lavaret bepret dre ar fri ; memes tra ewit an, on, e penn diweza ar giriou en brezoneg Gwened, dre ma vent lennet dalc’hmat evel en galleg.

Ahendall, o klask bihanât er skritur disheveledigeziou ar brezonegou komzet, em eus alies implijet an troiou-ma :

w a vez lennet en Treger ou hanter-gonsonen ; en Leon, u warlerc’h g, k, elec’hall v ;