Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Goude peuri, lampat, trei ha distrei lirzin,
Hag heñ d’ar gaer endro. Petra ’wel er prenestr,
Nemet Marc’harid koant ’tenna ’maes beg he fri !
— Fi d’em Doue ! ’meañ, ha neket me ’zo mestr ?
Allas ! itron Godig, skarzet buhan ma zi ;
        Tec’het deus a di ma zado
        Evid ober lec’h d’e autro,
Pe me hiso warnoc’h kement raz ’zo er vro ! —
Plac’h he fri minaoued a respont dibreder :
— Pep tachen douar zo d’an hini he c’hemer.
Na bravañ penn-abeg, emei, d’hon em ganna :
Eun toull, ha n’afec’h-c’houi ebars ’met o ruza !
Choas pa ve eur c’hastel, me garfe gout perak
Ha pegouls, oe roet gant eul lezen bennak,