Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XVII


AR C’HAZ, AR GAEREL HAG AR C’HONIFL BIHAN


(Dioc’h galleg La Fontaine)


――――


        Ar gaerel, ’zo eun itron fin,
        En em zilas, eur beurevez,
E ti eur c’honiflig. Se na oa ket diez,
P’edo Yann-vesk neuze pell eus e dam palez,
        Mesk ar gliz hag an turkantin,
        ’Hober d’an heol neve al lez.