Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

lavar eur gazeten hugunod gallek ha brezonek, Kloc’h an aut. P. Passy (1903, I, p. 4), « ar garantez etre ar boblou, ewit beza frouezus, a renk beza harpet war garantez ar vro ; hag houma nedeo ket gwir, ma ne vez harpet war garantez ar rann-vro, kaloniez ewit tour iliz ar barouz. Pep kanton en Suis a zo dizalc’h dious ar re-all ewit e draou e-unan ; dreze endeeun e vez ken beo-bueek en holl Suissed karantez o bro. »

Ar republik vihan-ze he deus koulskoude peder yez, ne lavarañ ket gouzanvet hepken ha lezet en peuc’h, hogen implijet gant renerien ar Stad.

3. — En eul levr all em bo an tu da ziskleriañ aben nemeur, a zonj d’iñ, perak em eus græt stama pe stase diwarben kals a draou a zell ous ar yezadur hag ar giriou brezonek. Aoalc’h e vo brema rei eun displeg bennak ewit esât lenn ar pennadou.