Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa oa ’n e gichen o kerzet,
E welas goug ar c’hi uzet.
— Pesort eo ze ? ’mezañ. — Netra.
— Penaus ? — Kouls eo laret. — ’C’han ta ?

— Ar roll a vez ous ma stagañ
En deus graet se d’iñ, a gredañ.
— Ous ho stagañ, va mignon koant !
Ne redit ket lec’h m’ho pe c’hoant ?

M’ho lez neuze da lipat c’houek
Ho taou pe dri fred pemdeziek :
Pa rofec’h d’iñ ho pouez en aour,
Mar n’am be frankiz, me vo paour ! —