Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XIV


AR BLEIZ DARE DA VERVEL


――――


Pa oa ’n e doull Gwilhaou ar bleiz
Gourvezet toc’horik, eun deiz,
Eur zell pis en deveus taulet
War e holl vuez dremenet.

— Ne dalfe ket hen nac’h, siouas,
Pec’her oñ bet, ha pec’her bras !
Ha koulskoude, war a gavañ,
N’oñ ket c’hoas deus ar re oasañ :