Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Perak out-te ken dievez
Da zont da stravilhañ ma goez ?
— Autrou bleiz, ’me ’n oan, aonik-tre,
Na it ket d’ober droug d’i-me,

Ma autrou ker, ha me ho ped !
Evañ ho tour me na ran ked,
Na banne dour n’am eus evet
Abaoe ma ’z oñ war ar bet.

— Daoust e larez emoun gaouiad,
Pe n’em eus ket a zaoulagad ?
— Salv ho kras, autrou, pa evfen,
Stravilha ho tour ne rafen,