Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




AR BLEIZ HAG AN OAN


An oanig paour a oa laouen
P’edo ’vragal ’kreis eur braden
A red enni eur oazig dour
Gant hec’h hiboudig flourik-flour.

Eur bleiz war yun o klask eur pred,
Siouas ! en deveus-hañ gweled ;
Choarzin a ra a-skrign e zent,
Hag e c’hourdrouz d’ezañ kerkent :