Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XII


AR GELIONEN HAG AR C’HAR


En eur sao tenn, heol a bep tu,
War eun traez tanau ’vel ludu,
C’houeac’h pikol marc’h, gant kals a veac’h,
A chache eur c’har gant ar c’hreac’h.

Ne vane den ennañ, avat :
Bras ha bihan a yae war droat
Gant truez ous al loened keis
’Oa c’houeza, c’houezi, skwis-direis.