Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ema dalc’hmat hor c’houezaden
O termal beteg an termen ;
Beteg an termen diweza
’Ma ’vont diskwis, heb ehana.

Hogen, ha pa venn war an heur
Galvet dirag ar Barner meur,
Evitse me na gredfen ket
E ve va labour-ma kollet :

An derv-mañ a ray skeud, eun de,
D’ar re a vevo ma goude ;
Ar gwez-mañ a roy avalo
Ha jist, ’rei vad da dud ar vro.