Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

An noz hen zoupren ’bars eur c’hoad.
Goude ober eun tam peden,
Skwis-divi, etal eur ween
War ar yeod ’n eih led da gousket
Hep golc’hed na matalasen :
Pa ne oa ket, ’renke tremen ;
Hep matalasen na golc’het,
’Wit dilhad-noz, ne larañ ket :
Dious e bakad en deus tennet
      Eur bonet
Ha laket ’nañ klok ha kempen
      War e ben.

      ’Vel eur bugel,
      ’Zo chouchet ez
      En e gavel
      ’Lec’h hen luskel
      Zioul, gant evez
      Glin e vam gez,