Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha c’hoas eur pennad dervez
Ma foan, gant poan ma loan kez ;

Disket ’m eus, n’ankouaïn ken :


An Autrou Doue d’an den

’N eus roet an noz tenval
’Wit kousket ha hunvreal ;

An noz evit hunvreal,
Hag an deiz ewit poanial ;

An de sklær, ’wit labourat,
Dihun spered ha lagat !