Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

er brehoneg-sé, hag eùé get guerzennerion aral ag er ré huellan a zoar Guéned.

Me merh Léa en des bet sekouret bras genein choéj paud a doñnieu e jauj doh er guerzenneu-men. Unañnik benak a nehé em es bet eùé get en eutru Vallée ha get en eutru Iouañn er Moal, er barh brudet e hrér a nehou Dir-na-dor.

Em bout e hran hoah de drugèrékat en duchentil Perrin, mollerion er Barzaz Breiz, en dout bet, èl ma houlennen geté, me lausket de gemér ter ag er hañnen- neu e zou él livr kaer-sé. M’em es ind troeit é guerzeu galleg ha lakeit é mesk me ré, bout neoah ma ne vou ket kavet merhat me ré-mé ker braù èl dé.

A dural, open ar guerzenneu e héli er galleg a belloh, é vou lénet amen ter aral hanaùet mat get en ol, hag em es eùé lakeit é brehoneg eit diskoein de Vreihis, a gement ma hellen, peger braù ha peger kaer int.