Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar er gran é poémïein
Tam ha tam d’ou figosein,

Tam ha tam d’ou figosein.


Avelsen é teskannein,

Goudé kreisté, Fanchig Kouér
E zou arriùet ér gér ;

Huiz brein, dihuiget akerh,
Kollet dehou ol é nerh

Get en nan hag er séhed ;
Ponnér a ialh ne oé ket.

En ol restajeu gunéh
En des dastumet get béh,

Dastumet get béh erhoalh,
Un hantér sahig ou dalh !