Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Evel razed ha logod,
A grign pepini e lod ;

Merien du ha merien ru,
’Ye meriennañ a bep tu ;

Merien ru ha merien du,
’Jech peb a dam tu pe du ;

’Jech peb a dam tu pe du,
D’o c’hlenkañ ’n o zoul dioustu ;

Ha naouspet laer eskellet,
’Vel piged ha kiginet :

’Vel kiginet ha piged,
Ar brini hag ar c’houlmed ;

Ar c’houlmed hag ar brini,
Golvaned, yer, klujiri,