Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/54

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
45
SANT VAZE, XXII.


(15) Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou. (16) Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan : Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud. (17) Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra-man : Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar ? (18) Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz : Hipocrited ma’z oc’h ! perag e tentit-hu ac’hanoun ? (19) Diskouezit d’in ar pez arc’hant gant pehini e paer an taillou. Hag int a ziskouezaz dezhan eun diner. (20) Hag hen a lavaraz dezhe : Imach piou, hag hano piou eo ar re-man. (21) Int a lavaraz dezhan : Euz a Cezar. Neuze e lavaraz dezhe : Rentit eta da Cezar ar pez a zo da Cezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue. (22) Pa glevjont kement-se e oent souezet ; hag o veza lezet anezhan, ec’h ejont kuit.

(23) En deiz-ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen-man outhan : (24) Mestr, Moises hen deuz lavaret : Mar marv unan-benag hep bugale, he vreur a zimezo d’he intanvez, hag a zavo lignez d’he vreur. (25) Hogen, bez’ e oa en hon touez seiz breur, hag ar c’henta, goude beza bet dimezet, a varvaz ; hag o veza n’hen doa ket a vugale, e lezaz he vreg gant he vreur. (26) Evel-se a reaz ive an eil, an trede, beteg ar seizved. (27) Goude ar re-man holl, ar vreg a varvaz ive. (28) Er resurrection eta, da behini euz ar seiz e vezo-hi greg, rag int holl ho deuz bet anezhi ?

(29) Mes Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : En errol emoc’h, o veza na anavezit ket ar Scrituriou, nag ar galloud euz a Zoue. (30) Rag er resurrection, ar oazed na gemerint ket a c’hragez, nag ar gragez a briejou, mes beza e vezint evel elez Doue en env. (31) Hag evit ar pez a zell resurrection ar re varo, n’hoc’h euz-hu ket lennet ar pez a zo bet lavaret deoc’h gant Doue : (32) Me eo Doue Abraham, Doue Isaac,ha Doue Jaco ? Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo. (33) Hag ar bobl, o klevet kement-se a oa souezet braz euz he gelennadurez.

(34) Ar Farizianed, o veza klevet hen doa serret ho genou d’ar Saduseed, en em assamblaz. (35) Hag unan anezhe,