Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/46

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
37
SANT VAZE, XIX.

(30) d’id kement a glean. Mes he-man na fellaz ket dezhan, hag, o veza eat kuit, e lakeaz hen teurel er prizon ken hen divije paet he c’hle. (31) He gen-zervicherien, o velet kement-se, a oe glac’haret braz, hag e teujont da lavaret d’ho aotrou kement a oa c’hoarvezet. (32) Neuze he aotrou, o veza galvet anezhan, a lavaraz dezhan : Servicher fall, pardonet em boa d’id da holl c’hle, dre ma ez poa va fedet ; (33) ha na dliez-te ked kaout truez ive ouz da gen-zervicher, evel ma em boa bet truez ouzid ? (34) Hag he aotrou, o veza drouk enhan, a livraz anezhan da vinistred ar justis, ket na baeje kement a dlie dezhan. (35) Evel-se ive e rai deoc’h va Zad celestiel, mar na bardon ket pep hini ac’hanoc’h a greiz he galon d’he vreur.


CHABISTR XIX.


PA hen doe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-ze, e ieaz kuit euz a C’halile, hag e teuaz e costeziou ar Jude, en tu-all d’ar Jourdon. (2) Ha kalz a bobl a ieaz var he lerc’h, hag hen a iac’heaz eno ho c’hlanvourien.

(3) Dond a reaz ive Farizianed d’he gavout evit hen tenti, hag a leverjont dezhan : Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg n’euz fors evit pe seurt digarez ? (4) Hag hen a respontaz dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen-kenta eur goaz hag eur vaouez ; ha penaos hen deuz lavaret : (5) Abalamour da ze an den a zilezo he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg, hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken ? (6) Evel-se n’ed int mui daou, mes eur c’hig hep-ken. Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo bet unanet gant Doue.

(7) Int a lavaraz dezhan : Perag eta hen deuz Moises gourc’hemenet rei d’ar vreg eur scrid a zivors, hag he c’has kuit ? (8) Hen a lavaraz dezhe : Abalamour da galeder ho calonou eo hen deuz Moises permetet deoc’h kas kuit ho kragez ; mes ne oa ket evel-se er pen-kenta. (9) Mes me a lavar deoc’h penaos piou-benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach a vez, hag a zimezo da eun all, a ra avoultriach ; ha piou-benag a zimezo da eur vreg kasset kuit, a ra ive avoultriach. (10) He ziskibien a lavaraz dezhan : Mar d’eo evel-se stad an den gant ar vreg, n’eo ket mad dimezi. (11) Mes hen a lavaraz dezhe : An holl n’int