Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/43

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
34
SANT VAZE, XVII.

ar Scribed e tle Elias dond da genta ? (11) Ha Jesus a respontaz dezhe : Gwir eo e tlie Elias dond da genta, ha dressa pep tra. (12) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, ha n’ho deuz ket anavezet anezhan ; mes great ho deuz dezhan kement a felle dezhe ; evel-se ive eo e tle Mab an den souffr euz ho ferz. (13) Neuze an diskibien a gomprenaz hen doa komzet outhe divarben Ian ar Badezour.

(14) Ha pa oent deuet etrezeg ar bobl, e tostaaz outhan eun den pehini en em daolaz d’an daoulin dirazhan, en eur lavaret : (15) Aotrou bez truez ouz va Mab, rag loarec ha gwall-dourmantet eo ; alies e kwez en tân, hag alies en dour. (16) Hag hen digasset em euz d’az diskibien, ha n’ho deuz ket gallet gwellaad anezhan. (17) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz : O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin-me ganeoc’h ? bete pegeit ec’h andurin-me ac’hanoc’h ? Digassit-hen aman d’in. (18) Ha Jesus a c’hourdrouzaz an drouk-spered, hag he-man a zortiaz euz ar bugel ; ha divar an heur-ze ar bugel a oe iac’heet.

(19) Neuze an diskibien a zeuaz da gavout Jesus en eul leac’h distro, hag e leverjont dezhan : Perag n’hon euz-ni ket gallet kas an drouk-spered-se kuit ? (20) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Abalamour d’ho neubeud a feiz eo ; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez-man : Kerz ac’hann du-hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h. (21) Mes ar seurt drouk-sperejou n’ed eont kuit nemed dre ar beden hag ar iûn.

(22) Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe : Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud ; (23) ha la -kaad a raint anezhan d’ar maro ; mes resussita a rai an drede deiz. Hag an diskibien a oe glac’haret meurbed.

(24) Ha pa oent erruet en Cafarnaüm, ar re a receve an didrakmou (arc’hant an taillou), a dostaaz ouz Per, hag a lavaraz dezhan : Daoust hag ho mestr na bae ket ive an didrakmou ? He-man a respontaz : Eo. (25) Ha pa oe eat en ti, Jesus a zialbennaz anezhan, en eur lavaret : Petra a gav d’id, Simon ? digant piou e kemer rouane an douar an taillou pe ar gwiriou ? Digant ho bugale ho-unan, pe digant an estranjourien ? (26) Per a lavaraz : Digant an estranjourien. Jesus a respontaz dezhan : Ar vugale ’ta a zo