Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/21

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
12
SANT VAZE, VII.

eta, evidoc’h da veza fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement mui ho Tad pehini a zo en envou, na roi-hen ket traou mad d’ar re ho goulen diganthan ! (12) Grit eta d’an dud kement tra a garfac’h e rafent deoc’h ; rag se eo al lezen hag ar brofeted.

(13) Antreit dre an nor striz ; rag ledan eo an nor ha frank an hent a gas d’ar gollidigez, ha kalz a dud a ia dre eno. (14) Rag henk eo an nor ha striz eo an hent a gas d’ar vuez, ha neubeud a dud a gav anezhan. (15) Diwallit ouz ar fals-profeted, pere a zeu d’ho kavout en gwiskamant denved, mes pere a zo en diabarz bleizi scrapus. (16) Ho anaoud a reot diouz ho frouez. Daoust ha dastum a rer rezin divar spern, pe fiez divar askol ? (17) Evel-se pep gwezen vad a zoug frouez mad ; mes eur vezen fall a zoug frouez fall. (18) Eur vezen vad na hell ket dougen frouez fall, nag eur vezen fall dougen frouez mad. (19) Pep gwezen ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan. (20) Ho anaoud a reot eta diouz ho frouez.

(21) Kement hini a lavar d’in : Aotrou ! Aotrou ! na antreo ket en rouantelez an envou ; mes an hini a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou. (22) Kalz a lavaro d’in en deiz-se : Aotrou ! Aotrou ! ha n’hon euz-ni ket profetiset en da hano ? Ha n’hon euz-ni ket kasset kuit an drouk-sperejou en da hano ? Ha n’hon euz-ni ket great kalz a viraclou en da hano ? (23) Neuze e livirin dezhe sclear : Biskoas n’em euz hoc’h anavezet ; it kuit diouzin, c’houi pere en em ro d’ar fallentez.

(24) Piou-benag eta a glev ar c’homzou-man a lavaran, hag ho laka en pratic, a gomparachin ouz eun den fur hag hen deuz savet he di var ar roc’h ; (25) hag ar glao a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti-ze ; n’eo ket bet kwezet, abalamour ma oa fontet var ar roc’h. (26) Mes piou-benag a glev ar c homzou-man a lavaran, ha n’ho laka ket en pratic, a vezo comparachet ouz eun den diskiant hag hen deuz savet he di var an treaz ; (27) hag ar glao a gwezaz, an debordamant a zeuaz, hag an avelou a c’houezaz, hag en em daolaz var an ti-ze ; kwezet eo bet, ha braz eo bet he ziskar.

(28) Hogen pa hen devoe Jesus peur-lavaret ar c’homzou-man, ar bobl a oe souezet gant he gelennadurez ; (29) rag ho c’helen a rea evel unan hag a oa otorite