Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/19

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
10
SANT VAZE, VI.


(9) C’houi eta pedit evel-hen : Hon Tad pehini a zo en envou, da hano bezet santifiet ; (10) deuet da rouantelez ; da volontez bezet great var an douar evel en env ; (11) ro deomp hirio hor bara pemdeziec ; (12) pardon deomp hon pec’hejou, evel ma pardonomp ive d’ar re ho deuz hon offanset ; (13) ha n’hon lez ket da gweza en dentation ; mes delivr ac’hanomp diouz an droug. Rag d’id eo ar rouantelez, ar galloud, hag ar gloar da viken. Amen !

(14) Rag mar pardonit d’an dud ho offansou, (15) ho Tad celestiel a bardono ive deoc’h. Mes mar na bardonit ket d’an dud ho offansou, ho Tad na bardono ket ken neubeut deoc’h hoc’h offansou.

(16) Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited ; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans. (17) Mes te, pa iunez, eol da ben ha gwalc’h da visach ; (18) evit na vezo ket gwelet gant an dud emoud o iun, mes gant da Dad hep-ken pehini a zo el lec’h secret ; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl,

(19) Na zastumit ket a denzoriou evidoc’h var an douar, e pe leac’h e vez kollet pep tra gant ar prenved hag ar merkl, hag e pe leac’h e teu al laeron da doulla, hag e laeront ; (20) mes dastumit tenzoriou evidoc’h en env, e pe leac’h na vez kollet netra, na gant ar prenved, na gant ar merkl, hag e pe leac’h ne doul ket al laeron, ha ne laeront ket ; (21) rag el leac’h ma eman da denzor, eno e vezo ive da galon.

(22) Sclerijen ar c’horf eo al lagad : rag-se mar d’eo sclear da lagad, da holl gorf a vezo sclerijennet ; (23) mes mar d’eo fall da lagad, da holl gorf a vezo teval. Mar d’eo eta tevalijen ar sclerijen a zo enoud, peger braz an devalijen-ze !

(24) Den e-bed na hell servicha daou vestr ; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile ; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon. (25) Abalamour da ze hen lavaran deoc’h : Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra a zebrot, ha petra a evot ; nag evit ho corf, petra a wiskot. Ha n’ed eo ket ar vuez muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad ? (26) Sellit ouz lapoused an env ; rag ne hadont ket, ne vedont ket, ha ne zastumont ket er c’hreunielou,