Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/12

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
3
SANT VAZE, II.

(6) Ha te, Bethlehem, douar Juda, n’oud ket an distera e-touez ar c’heariou kenta euz a Juda ; rag ac’hanoud eo e teui ar Rener pehini a reno va fobl Israel.

(7) Neuze Herodes, o veza galvet ar majed e-kuz, a c’houlennaz gant preder diganthe e pe amzer ho doa gwelet ar stereden ; (8) hag o kas anezhe da Vethlehem, e lavaraz : It, ha goulennit gant preder divarben ar bugel bihan, ha pa ho pezo kavet anezhan, livirit d’in, evit ma’z in-me ive d’hen adori. (9) Ar re-man eta, goude beza klevet ar roue, a bartiaz ; ha setu, ar stereden ho doa gwelet er Zao-heol a iea en ho raog, bete ma teuaz, ha ma choumaz a-uz al leac’h ma oa ar bugel bihan. (10) Ha pa veljont ar stereden, e oe karget ho c’halon gant eur joa vraz. (11) Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam ; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan ; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh. (12) Hag o veza bet avertisset gant Doue, dre eun huvre, na zistrojent ket da gavout Herodes, e tistrojont d’ho bro dre eun hent all.

(13) Pa oant eat kuit, eun eal a-berz an Aotrou en em ziskouezaz da Josef, dre eun huvre, o lavaret : Sav ; kemer ar bugel bihan hag he vam, ha tec’h en Ejypt, ha choum eno ken a livirin d’id ; rag Herodes a glasko ar bugel evit hen lakaad d’ar maro. Josef, o veza savet, a (14) gemeraz ar bugel bihan hag he vam, en noz, hag en em dennaz en Ejypt. (15) Hag e choumaz eno bete ma varvaz Herodes. Evel-se e oe accomplisset ar pez hen doa lavaret an Aotrou dre ar profet evel-hen : Galvet em euz va mab euz an Ejypt.

(16) Neuze Herodes, pa velaz ho doa ar majed great goab anezhan, a oe en coler vraz, hag e kassaz tud da laza en Bethlehem hag en he holl vro, an holl vugale a zaou vloaz hag izeloc’h, hervez an amzer m’hen doa goulennet gant preder digant ar majed. (17) Neuze e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar profet Jeremias : (18) Klevet a zo bet en Rama criadennou, hirvoudou, gwelvan ha klemmou braz : Rachel o wela d’he bugale ; ha na felle ket dezhi beza consolet, abalamour n’emaint mui.

(19) Mes pa oe maro Herodes, setu, eun eal a-berz an Aotrou en em ziskouezaz dre eun