Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/21

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

c’hoant warni. Ha pehini ken nemet ar c’hoz dervenn goz-ze, hanter bulluc’het gant ar gurunou, gwechall mestrez ha rouanez ar c’hoajou, met hizio, siouaz ! o c’hortoz koueza ; an dervenn-ze hag a leunie va c’halon a enkrez ha va ene a spouron, abalamour ma seblant he zrojenn dam-varo c’hoarzin goap ha lavaret d’in : « Me a zo bet gwechall uhel ha sounn ha, mar brallan hizio, me ’glev da dro o tont ivez da vralla… » Setu aze ar wezenn, ar c’hoz tamm gwezenn hag a oa da droc’ha.


IV


— Hag ho filhor, tad ? eme Gwennig.

— Va filhor, feiz d’am Doue ! Petra ’zervich ? Chom a raio va filhor. Gwelet a fell d’in betek pelec’h e kerzo gant e ziotachou, ha diou gefridi all en deus c’hoaz da ober. Marteze ar gentel a hizio a zougo he zammig frouez… Klev ’ta, filhor, adalek warc’hoaz genta, e vo red d’it mont aze dre ar meaziou en-dro da balez Kerbutun, evit dibab evidon eur boked, met unan hepken, klevout a rez ? Hag en dro-man gra gwelloc’h an traou, te ’oar.

— Evel-se beza great ! eme Youen yaouank. Hag an holl kuit, pep-hini diouz e du.

Ar roue koz Pentudi, hen, evit terri d’e imor fall, a gerzas gant e vinistred da ober eur pennad c’hoari-boulou…

Eun oabl digatar a zav e vantell c’hlas ledet uhel a-dreist an douar ; gwrez an heol benniget, o para war ar bed, en em zil da domma ar meaziou, hag ar gwaziou-dour a hiboud sklêr en eur redek dre parkou ha foenneier. E-barz al liorzou ar