Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/20

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

war-eün eus kear Is, kear-veur hon tadou-koz ? Amziod paour ! Ar zant bras Gwennole eo a zigasas e-unan aman ar wezenn-ze, pa n’edo c’hoaz nemet eur blantennig dister. Mont d’en em gemer evel-se ouz eur wezenn ken kaer, ken sakr, ken… ken…, eur wezenn hag a oa aze marteze o tiwall hon gouenn !… Sell, nebeut a rafe d’in da ziskolpa ivez, ha diwrizienna da ene diouz da gorf !

— Re bell ez it ivez ; tad, eme Gwennig, he c’halon o piltrotat d’an daoulamm-ruz en he c’hreiz ; lezet ho poa an dijentil yaouank da ober e zibab.

Prins Pouldahud a oa mantret, pladet ; poent e oa d’ezan zoken !

— Meur a hini, koulskoude, a glaskas teurel dour war dan buanegez Pentudi koz.

— Aotrou roue, laza eur wezenn n’eo ket laza eun den eo, ha pa deufe ar wezenn lazet war-eün diouz Baradoz an Douar, pe, mar karit, diouz Baradoz an Nenv.

Setu an digarez a gavas ar mevel bras Gwinardant, hag hen ken dispourbellet-bras e zaoulagad ha re eun azen pa vezer o skrifellat anezan.

En eur brezegenn distaget mat, ar manac’h kelenner Leunafurnez a glaskas tenna ar zamm a-ziwar diouskoaz e ziskibl :

— Grit rebechou c’houero, aotrou roue, hag ho taoliou ne daint ket dounoc’h er galon eget n’ez a taoliou morzol ar gof en e anne. Ha neuze, daoust hag an oberiou n’int ket da veza muzulet hervez bolontez vat an oberour ?

— Eo, kelenner fur, met n’eo ket a-walc’h kaout c’hoant da ober vad, red eo ouspenn gouzout hen ober. Eas a-walc’h, emichans, e oa d’am filhor entent peseurt gwezenn e oa va