Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/15

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

ventez. Met, dre ma ouie edo he lignez a ouenn goz hag uhel daoust d’he nebeud a binvidigez, ar plac’h figus ne gavas ket kalz diouz he doare Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, abalamour marteze d’ar c’hanval, pe d’an azenned, pe… ha me ’oar, me ?…

— Filhor, eme eur mintinvez ar roue Pentudi, kredi a ran ez eus ac’hanout eur paotr a boell hag a furnez ; goulenn a ran diganit evelato ma hen diskouezi freaz hag anat d’eomp !

— Petra eo ar stal ? eme ar prins Youen.

— O ! dister a-walc’h ! Eur c’hoz tamm sonj hag a zo nevez deut d’in.

Ha Youen a zoublas izel :

— Ne garan nemet senti ouzoc’h.

— Ma, setu aman. Dec’h diveza, e-pad ma oan o redek eun houc’h gouez dre aze, e welis e oa eur wezenn a re e-touez gwez va c’hoajou. Kerz ’ta da glask ar wezenn-ze, va faotr, ha, pa vezo kavet, digas anezi d’in aman.

— Salokras, aotrou roue, re zister dra a c’houlennit diganin. Lavarit pehini eo ar wezenn a faot d’eoc’h, ha kredit e vezo hi aman dizale. Pehini eo ?

— D’it da glask, eme Bentudi. Sell, klask en-dro d’it, ha dibab hervez ma kari. Da vihana, gant ma tibabi ar wezenn a c’hoantaan ! Evit al labour, e c’helli kas ganit enn toullad glaouerien begou-du : Met dalc’h mat sonj da gemer kuzul kepken diouzit da-unan ha diouz ar c’hoant a teus da gas da vennoz da benn evit plijout d’in.

— Siouaz Doue ! paeron paour, kenkouls tra eo d’eoc’h dioc’htu goulenn diganin mont daved eur steredenn eus an