Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/4

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


LA CREATION DU MONDE
(Mt. de la Bibliothèque de Quimper)


Eva

Adam, ma guir briet, chanchamant a gafan
Ebars em oll mempro. Fatig on ar voes man.
Ma goinclo a so bras. Allas ! ne harsan quet.
Mar pat ousin tri de mervoel a veso ret.
Reit din och asistans, mo pet, Doue an tat.
Aru eo sur an neur ma hannin merc’h pe vab.
Huy, ma friet Adam, chomet bopret presant.
Ho presans a so din cals a gontantamant.
Pardon, ma guir Doue ! Ret eo cuitat ar bed…
Huy o poa ma chrouet da vout exant a boan
Ha breman eman an amser ma souffrin ma human.

(Histoire du théâtre celtique, p. 273.)


Caïn parle

Ma Doue Eternel, poc’heus ma excillet,
Evel eur vagabont da valle dre ar bed,
An den a voellin a rancontrin quentan
Me requet diguenach ma teuyo dam lasan.


Dieu le Père parle

Me lavar dit, Caïn, ne hoarveo quet se…
Abalamour da crim a da fechantete,
Evit memor, me aya da forgean,
A quent ma cuitay, me renq da siellan
Ma vesy remarquable dar bed oll da voellet
En quement a ma hy da valle dre ar bed.
An douar pehinin menmeus a laboury
Ne broduo netra evit da substantin.

(Histoire du théâtre celt., p. 274.)


Caïn

Na meus quet ar pouvoar darettin eur gamet
Na da bosin nemeur ebars enep canton…
Mes pa gomant Doue eo ret obeissan :
Me a valeo partout, franc avoalch eo ar bed man.

(Histoire du théâtre celt., p. 275.)