An Arc’h-Drouiz, gwisket en gwenn,
Eur c’houzougen aour ’n e gerc’hen,
— Ken gwenn e vleo ! En e veurder,
Hen ken henvel ouz an Doue Krouer ! —
Teir gwech en euz goulet, e galon strafilhet,
— « Ha Peuc’h a zo etre ar C’heltied ? »
— Ia peuc’h a zo, an holl moueziou
A gass d’ar bed holl ar c’helou.
Chilaouet Keltied Breiz-Izel ha Breiz-Veur,
C’houi, re ar Stadou-Unanet,
Ha c’houi holl divroet, war ar bed slabezet,
Setu zonet an eur.
Dirak Spered hon Gourdadou
A heuilh anomp dre-holl a dreuz ar c’hantvejou,
Uz d’eur men-hir, gwir arouez an Hirbad,
An holl Varzed, en eur bodad,
O deus savet o dorn an eil gant egile.
Ia, sonet eo an eur, rak setu graet al le.
Graet eo al le evit biken !
War ar men-hir zo merket pemp loden
Evit arouezi ar pemp bro
O deuz graet souza ar maro.