Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/144

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —



Ho ! nag a c’harm ! nag a daerou !
Ho ! nag a ganvou en pep lec’h !
Nag a gorf en Kar-an-Ankou !
Bepred trugare : Breiz ’vo trec’h !

Biken goude na vo brezel,
Hag ar peuc’h a reno dre-holl ;
Hadsavet e vo Breiz-Izel,
Sturiet gand ar gwella reol.

Breiz-Izel vo an uhella
Dimeus broiou kaer an douar ;
An holl ineou vo en joa,
An holl galonou hep glac’har.

Sav ’ta buan war Mene-Bre,
Barz-Meur Gwiklan, Diouganer :
Hir eo gortoz beure an de
N’ hor bo ’met Doue ’vit rener.



————