Pajenn:Barzaz Breiz 4e edition 1846 vol 1.djvu/418

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
310


Ken a glevaz ar plac’hig, enn he be o tamant :
— Me garfe d’am c’hrouadur oleo ha vadihiant ;

Ha goude ar groaz-n-oen evid-onn ma unan,
Ha mervel a rinn laouen a galon vad breman.

— Otrou eskop a Gerne, dihunet, dihunet ;
C’hui zo aze ’nn ho kwele war ar blun blod kousket ;

C’hui zo aze ’nn ho kwele, war a blun blod meurbed,
Hag eur plac’hig o tamant ’nn eun toull douar kaled,

O c’houlenn d’he c’hrouadur oleo ha vadihiant,
Ha goude ar groaz-n-oen evit hi he unan. —

Toullet oa ann oter vraz, dre urz ann otrou kont,
Ha tennet mez ar plac’h paour, ann eskop o tigont ;
 
Ha tennet ar plac’hik paour emez deuz ann toull don,
Gant-hi he mabik bihan, kousket war he c’halon ;

Debret e doa he diou-vrec’h, didammet he diou-vron,
Didammet he diou-vron wenn bete toull he c’halon.

Hag ann otrou ann eskop, pa welaz kement se,
N’em strinkaz war he zaoulin, da wela war ar be.

Teir, noz tri de a chomaz etouez ann douar ien,
Gwisket gant-han eur ze reun hag he dreid dierc’hen.

Hag a-benn ann deirved noz, ann holl venec’h eno,
Teuz da fichal ar bugel, etre ann diou c’houlo,

Da zigor he zaoulagad, da gerset war eunn dro,
Kerset d’ann tri manac’h ru : — Ann tri ma ’nn hani-eo ! —

Enn tan ema int bet devet, hag enn avel gwentet ;
Ho c’horf laket da zamant, enn abek d’ho zorfed.