Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/99

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Heb rann ar Red heb-ken :
Ankou, tad ann Anken ;
Netra kent, netra ken.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore ; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in euz a dri rann, etc.


ANN DROUIZ.

Tri rann er bed-man a vez :
Tri derou, ha tri divez,
D’ann den ha d’ann derv ivez

Teir rouantelez Varzin :
Frouez melen ha bleun lirzin ;
Bugaligou o c’hoarzin.

Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz, ore; etc.


AR BUGEL.

— Kan d’in a bevar rann, etc.


ANN DROUIZ.

Pevar mean higolin,
Mean higolin da Varzin
Higolin klezeier vlin.

Tri rann er bed-man a vez, etc.
Daou ejenn dioc’h eur gibi, etc.
Heb rann ar Red heb-ken, etc.
Daik, mab gwenn Drouiz ; ore ; etc.