Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Arz, va floc’hik bihan, krog e brid va marc’h-me;
Me glev eur voez argant kana war ar mene;
Me glev eur voezik flour war ar mene kana;
Hiriou a zo seiz vloa hi c’hleviz diveza.

— De-mad a larann d’hoc’h, plac’h iaouang ar mene :
Ha merniet mad hoc’h euz pa ganet ken ge se?
— Ia, merniet mad em euz, a drugare Doue :
Gand eunn tamm bara zec’h em euz debret ame.

— Leret d’in plac’hik koant o peuri ann denved
Hag hen er maner-ze halfenn bout kemeret.
— O ! ia zur, ma otrou, digemer a geffet
Hag eur marchosi kaer da lakat ho ronsed.

Eur gwele mad a blun ho pezo da gousket
Evel-d-on-me gwechall pa oann gant ma fried;
Ne gouskenn ket neuze er c’hraou gand al loened,
Nag e skudel ar c’hi ne vize gret ma boed.

— Pelec’h eta, ma merc’h, pelec’h ’ma ho pried,
Pa welann enn ho torn liamm euz ho eured?
— Ma fried, va otrou, a zo eet d’ann arme;
Bleo melen hir en doa, melen evel ho re.