Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/190

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Herrus-dall ho c’hezeg o froennat,
O’n em danta ken a strinke goad ;

Ar roue gall, hag hen kadoret.
Gand he dudchentil-veur o sellet,

O sellet hag o lavaret : « Dalc’h,
Dalc’h mad ! morvran du ! gra gand ar voualc’h ! »

Pa lamme gant-han a ronf ken ter
Evel ann tourmant gand al lester.

He c’hoaf enn he zorn na flachaz ket ;
Goaf ar Morian brevi e deuz gret.

Ken a oa goaf ar ronf skiriennet,
Hag hen enn eunn tol skarz divarc’het ;

Ha pa oant war droad war al leur-zi
Diarbenna reont gand distalm kri ;

Ha gand ar c’hleze en em fustont
Ken a grene ’r vuriou gand ar spont ;

Ha ken a dole tan ho armou
Evel houarn ru war anneou.

Ken a gavaz ann tu ar Breton,
Ha’ blantaz he glenv enn he galon ;

Ken a gouezaz Morian ar roue,
Hag he benn gand al leur a stoke

Ha Lez-Breiz, pan deveuz her gwelet,
He droad war he gof en deuz laket ;