Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/189

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Ma em c’hredet, kemeret anean
Evit monet d’ann emgann gant han.

Pa zeuio ar Morian tre er zall,
E tolo d’ann douar he vantal.

Toled ked ho mantal d’ann douar,
Hogenn leket anezhi war var.

Mar laka he zillad war ho re,
Dont a rai ar ronf du kre-oc’h-kre.

Ha pa zeuio war-n-hoc’h ar ronf du,
Gand prenn ho koaf ho kroaza ’reot hu ;

Ha neuze pa lammo foll ha ter,
C’hui lakai ho koaf d’hen digemer.

Dre nerz ko tiou vrec’h hag ann Drinded,
Ho koaf enn ho torn na vreo ket. —


III



He c’hoaf enn he zorn na vreaz ket,
Dre nerz he ziou vrec’h hag ann Drinded !

He c’hoaf enn he zaouarn na flache,
Pa varc’heke ’nn eil deuz egile ;

Pa varc’hekent er zal, tal-oc’h-tal ;
Beg-oc’h-beg ho goafou herrus-dall ;