Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/188

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


— Morian ar roue a zo deuet,
Hag ho ticheka en deveuz gret.

— Mar ma dicheka en deveuz gret,
Monet war he zicheg a ro red.

Otrou kez, na ouzocʼh ked eta?
Dre ardou ann diaol cʼhoari a ra.

— Mar dre ardou ann diaol e cʼhoari,
Dre gennerz Doue ’cʼhoariomp-ni !

Ke primm da sterna va marcʼh du d’i,
Keit ha ma venn ocʼh am harnezi.

— Sal-ho-kraz, otrou, ma em cʼhredet
War ho marcʼh du na cʼhoariot ket.

Tri marcʼh zo er roue-marchosi ;
Cʼhui po ann dibab anezho zri.

Ha mar da eo da d’hoch va cʼhlevet-me,
Diskulia d’hoch eur rin a rinn-me.

Gand eur cʼhloarek koz ’m euz he glevet,
Eunn den Doue, mar zo, war ar bed ;

Ar balafrez gel na gemerfet,
Nag ar balafrez gwenn ken-neubet ;

Ar balafrez gwenn na gemerfet,
Ann hini du na lavarann ket ;

Hen-nez a zo e-kreiz ere-z-he ;
Hag he zonver, Morian ar roue.