Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/179

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Ha kelliez-gwech marcʼhek ’welann ;
Kelliez-gwech, va otrou, ’oelann ;

Kelliez-gwech, siouaz d’in, ’oelann ;
Gand koun ouz ma breurik paour her grann !

— Va mercʼhik koant d’i-me leveret,
Na breur all, na mamm n’hocʼh euz-hu ket ?

— Breur all war ann douar n’am euz ket ;
Er baradoz, na lavarann ket :

Ha ma mamm baour ive ez ’eet di ;
Nemed on gant magerez enn ti ;

Mont a reaz kuit gand ar cʼhlacʼhar,
Pa eaz va breur da varcʼhek m’her goar,

Hi gwele cʼhoaz enn-tu-all d’ann nor,
Hag e korn ann oaled he cʼhador ;

Ha gan-i-me he cʼhroaz benniget,
Frealz am cʼhalon baour war ar bed. —

Ann otrou Lez-Breiz a hirvoude ;
Ken a lavaraz ar placʼh goude :

— Ho mamm ive hocʼh euz-hu kollet,
O selaou acʼhanon pa welet ?