Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/157

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Marzin! Marzin! distroet endro ;
Losket ar var gand ann dero,

Hag ar beler gand ar flouren,
Kerkouls hag ann aour-ieoten,

Kerkouls hag ui ann aer-vorek,
Etouez ann eon toull ar garrek.

Marzin! Marzin! distroet endrou :
Ne deuz divinour nemed Dou. —

— lou ! iou! ou ! iou ! iou ! ou ! iou! ou ! iou ! ou !
lou ! iou ! ou ! iou ! ou !


III


MARZIN-BARZ.


I

Ma mamm-goz baour, em silaouet
D'ar fest am euz c’hoant da vonet ;

D’ar fest, d’ar rederez neve
A zo laket gand ar roue.

— D’ar rederez na iefec’h ket,
D’ar fest-man na da fest e-bed ;

Na iefec’h ket d’ar fest neve,
Goela peuz gret hed ann noz-me