Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/154

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Hag e stokaz gand he begik
Diouz moger voull ti ann Duzik.
Oh ! hun eta, etc.

Ha me sod, gant truez out-hi,
Mont da zigor ann nor d’ezhi.
Oh ! hun eta, etc.

Hag hi ebarz, ha da rodal
Tro-war-dro d’ann ti, o nijal.
Oh ! hun eta, etc.

Gwech war va skoaz, gwech war va fenn,
Gwech e nije war va c’herc’henn.
Oh ! hun eta, etc.

Teir gwech ouz va skoarn a bokaz
Ha kuit dreo enn-dro d’ar c’hoat glaz
Oh ! hun eta, etc.

Mar oa dreo hi, me n’am onn ket ;
Malloz d’ann heur e oann kousket.
Oh ! hun eta, etc.

Ann dour a ver diouz va lagad
Pa dleann kavel luskellat.
Oh ! hun eta, etc.

A-ioul vefe enn ifern skorn
Ann Duarded kig hag askorn !
Oh ! hun eta, etc.