Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/135

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Souezet gand he bali moug,
Hag he vleo gwenn-kann war he choug,
He alc’houe aour ekerc’h’n he c’houg.

Neb a vije bet er c’heden,
En defe gwelet ar verc’h wenn
Goustad o vont tre, diarc’hen.

Tostat re oud he zad roue,
Ha war he daoulin ’n em stoue,
Ha ribla re sug hag alc’houe.


IV

Ato e hun, e hun ann ner.
Ken a glevet hed al laouer :
— Laosket ar puns ! beuzet ar ger! —

— Otrou roue, sav diallen!
Ha war da varc’h! ha kuit a-grenn!
Ma’r mor o redek dreist he lenn ! —

Bezet milliget ar verc’h wenn
A zialc’houezaz, goude koen,
Gore puns Keris, mor termen !


V

— Koadour, koadour, lavar d’i-me
Marc’h gouez Gradlon a welaz-te
O vont e-biou gand ar zaon-me?

— Marc’h Gradlon dre-ma na weliz
Nemed enn noz du he gleviz
Trip, trep, trip, trep, trip, trep; tan-tis!