Ma Mestrez koant

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 174-258)


MA MESTREZ KOANT



Evid ar bloaz o oann dimet
Ta ri ti tra la la la la
Evid ar bloaz o oann dimet,
Ha ma karjenn na vijenn ket [1] ;

D’eur plac’hik koant en nep feson
Ta ri ti tra la...
D’eur plac’hik koant en nep feson,
Na d’eur plac’h vil ha difeson.

Kement e geno ma mestrez
’Vel forn ar ra en Montroulez.

D’ober ann dro d’hi lapenno
Zo danvez diou rod killoro.


Kement eo peb branel hi fri
’Vel ma eo kloc’h braz ar Vali.

Eunn daou-lagad a zo ’n hi fenn,
Zo ’vel daou-lagad eunn ijen ;

Kement eo hi daou-lagad
’Vel daou-lagad eunn ijen mad.

Eunn diou-skouarn a zo ’n hi fenn,
Zo ken ledan ha diou grampoen.

’Tre lein hi fenn ha choug hi c’hil
Zo daou devez bale d’eur c’houil.

Dre gorn hi skoa e c’houez hi fri :
En kreiz ma c’halon a plij d’in.

Unan tra plij d’in en ezhi,
Daou droatad hanter ’zo ’n hi fri.


Pa sko hi zreid war ann douar,
Na c’holo nemeid tri hent kar.

Pa lak hi diouc’har en hi lerou
Ac’h int ’vel baz ar ribotou.

Oc’h antren daou vreur d’ehi en ti,
’Sevel entre-z-he fachiri :

Ha me ’rei d’ann tort eunn tol bout,
’Tanfoueltr he dort diwar he chouk ;

Ha me ’rei d’ar c’hamm eur vac’had,
Ha ’teri d’ezhan he c’har vad.

Ma mestrez zo a ligne vad :
Bastard hi mamm, boureo hi zad ;

A ligne vad eo ma mestrez
Merc’h ar boureo a Ker-Ahez.



Chanté par M. Grégoire Delefargue.


MA MESTREZ KOANT
MA MAÎTRESSE CHARMANTE

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \key c \major
    \tempo \markup { \italic "Allegro Moderato"}
    \autoBeamOff
    \time 3/4
    \partial 4*2
    a'4 b8 c b4 e d8 c | b4 d c8 b | \break
    a4 c b8 a | b4\fermata a b8 c | b4 e d8 c | \break
    b4 d c8 b | a4 c b8 gis | a4\fermata \bar "|." 
}
\addlyrics {
E -- vid ar bloaz o oann di -- met Tra ri ti
tra la la la la E -- vid ar bloaz o oann di --
met, Ha ma kar -- jenn na vi -- jenn ket.
}
  \layout { 
  indent = #00
  line-width = #125
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————
  1. Variante : « Ha ma karjenn, vijenn bepred ; — et si je voulais, ja le serais toujours ».