Gorsedd-digor

Eus Wikimammenn
Gwalarn, 1928  (p. 3-80)


GORSEDD-DIGOR


EUN ARVEST

GANT

J. RIOU

SKEUDENNAOUET

GANT

M. MOHRT


5 levr war baper Holland


Pep gwir miret striz gant an aozer.


Breiz, douar ar zent
koz, douar ar varzed…

setu amañ gorsedd-digor, pez-c’hoari dic’hoarz, belimus ha dibaeron, en eun arvest ; diazezet war ar wirionez — darn a gredo war ar gaou ; savet gant jakez riou, hep goulenn aotre digant den ; skeudennaouet gant eur c’hrennard a bevarzek vloaz ; mikael mohrt ; kinniget hep doujans d’an diskibien, koz ha yaouank, a bigno war daol-vaen al lid, er gorsedd-digor a zeu.
AR C’HOARIERIEN

An Drouiz-Meur

An Drouiz-Kuzulier

Drouized

Ar Barz-Diouganer

Ar Barz-Douger

Ar Barz-Korner

Barzed

Diskibien

Eun Ovad

An Difazier

Yann

Jakez

Soaz

Eun Divroad

Eur Biniou

Eur Vombard

Raned

Ar C’hleze

An Engroez



GORSEDD-DIGOR


Eun derwenn goz. Ar skourrou a zisheolio leurenn ar c’hoarilec’h. Daou vicherour o peurgempenn eun daol-vaen hag o tresa eur skabel adreñv.

Pelloc’h, parkeier, daoliou-vaen ha mein-hir, du-mañ, du-hont…

Staget ouz an daol-vaen, eur skritell skrivet warnañ : Atansion a la pintur.

Amzer gaer.


Kor ar Raned, en tu kleiz.

Râââ… râââ… râââ… râââ… râââ…

Jakez

Hastomp afo, Yann. Pelloc’h e teuint.

Yann

Echu eo, Jakez. Ar wech kenta eo d’in pleustri gant ar seurd labour. Barrek omp. Daou pe dri daolig c’hoaz : eur boentenn pe ziou. hag emañ al labour peurlipet ha kempenn.

Jakez

Eun devez kaer o devo evit o fardon.

Kor ar Raned

Râââ… râââ… râââ…

Yann

Eun devez kaer meurbet. An heol a zo tomm ; re domm zokenn evit an dud a labour gant o c’horf. Disheoliet e vezint gant deliou ur wezenn-mañ. Gouzout a reont pelec‘h e vez kavet distan.

(Ehan a reont labourat ; sellout a reont ouz an daol-vaen).

Yann

Kredi a ra d’in eo echu.

Jakez

Livet mat eo… Tenna ’ra da vein rouz.

Yann

Da vein Lokorn zoken.

Jakez

Piou eta a zeuio amañ bremaik ?

Yann

Drouized em eus lavaret d’it.

Jakez

Drouized ?

Yann

Ya ! drouized. N’ouzon ket hirroc’h.

Jakez

Klevet em eus e teuint war lost o roched. Ha gwir eo ?

Yann

War o sae wenn e vefe gwiroc’h.

Jakez

E-giz beleien, neuze ?

Yann

Beleien int m’oarvet.

Jakez

Ha pe seurd ano a reer ouz ar bern paper-mañ ?

Yann

Eun dolmen.

Jakez

Eun dolmen ?

Yann

Ya ! eun dolmen.

Jakez

Gwelout a ran stumm eun daol ; hogen mein ne welan ket.

Eur Vaouez a dremen.

Oc’h ober eun diskuiz, goazed ?

Yann

Ya, ya, Soaz. Ha c‘houi a zo o vont d‘ar bourk ?

Soaz

Ya ! d’ar bourk emaoun o vont. Hogan. klevet em eus a-hed an hent, e vezo amañ, en abardaez-mañ, eur gouel kaer meurbet ?

Jakez

Gouel bras a vezo bremaik.

Soaz

Ha pe seurd gouel e vezo ?

Yann

Ha pe seurd gouel ?…

Jakez

Ha pe seurd gouel?… (Nec’het e chomont o daou Yann ha Jakez).

Yann

Lavaret a zo bet d’in ; hogen, disonjet em eus… Eur gouel santel pe eun dra bennak evelse… Drouized… barzed… ov… ovizien, diskibien, ha petra c’hoaz?…

Soaz

Ovi… zien ?…

Yann

Ret eo kaout deskadurez vras evit gouzout petra eo ar get ovizien.

Soaz

O ! neuze, me…

Yann

Goulenn a rin… Eun istor eus an amzer goz, goz… (Eun taol biniou war an tu dehou, pell).

Selaouit ’ta. Eun taol biniou !
Jakez

Emaint o tont !

Yann, da Soaz.

’Benn an noz, goude koan, ez aimp d’ho ti da zisplega d’eoc‘h an istor-se, evit bep a vanne gwin ruz war ho koust. Ma n’eus ket re a brez warnoc’h e c’hellfec’h dalea amañ eur pennadig…

Jakez

Talvezout a ra ar boan gwelout.

Soaz

Neuze e choman… Koulskoude em boa c‘hoant beza abred er gêr.

Tud, o hopal, pell.

Hep ! hep !

Jakez

Sell ! emaint degouezet er c’horn-tro.

An Dud

Echu eo ?

Yann, a-bouez-penn.

Deuit ! echu eo.

Jakez, a bouez-penn.

Echu eo.

Kor ar Raned

Râââ… râââ… râââ… (Biniou ha bombard war an ton bras. Yann ha Jakez a samm o benviou hag a ya kuit).

Soaz

Ne chomit ket ?

Yann ha Jakez

O ! nann !

Jakez, da Yann en eur c’hoarzin.

An drouized n’o deus ket sonjet ez eus raned

eleiz an toull-lagenn, aze.
Soaz, chomet hec’h-unan

Gwerc’hez Vari ! eur baniel a zo ganto ! Eur gouel Santel eo ! (Pennadaoulina ’ra. Son ar biniou a dosta… Hag e teu war ar c’hoarilec’h : baniel ar Gorsedd, biniou ha bombard ar Gorsedd, izili ar Gorsedd : An Drouiz Meur, hir, moan, koz, treut e-giz eun dreujenn-lann, baro gwenn betek e vegel, eur sae wenn betek hanter e gof-kar, eur falz aour en e zourn, eur gurunen uhelvar war e benn moal ; drouized war o sae wenn, hep kurunen, hep falz aour ; barzed war o sae glas ; eun ovad war e sae glas-beler ; diskibien, krennarded pe dreist an oad-gour, e kiz-kêr, eun tog melon war benn pep hini, ha danvez ovizien, barzed, drouized ha Drouized Meur zoken enno holl. Warlerc’h tre, ar werin : goazed, krennarded, merc’hed a bep oad hag a bep stad. Ar peurvuia eus ar voazed hag eus ar merc’hed — ha zoken ar merc’hed bleo touchet — a zoug ar gwiskamant broadel. En eur c’horn ha war weled, an difazier, gwisket evel eur bourc’hiz. An Drouiz Meur a bign war an daol-vaen. En tu kleiz d’an daol-vaen, ar barz-douger, e hanter kleze war eur palennig voulouz ; en tu dehou, ar barz-kornet, pe vice-versa : an tu ne ra fors ebet.)

Soaz

O ! nag a dud kran, va Doue ! (An Drouiz Meur a bign war an daol-vaen. Tevel a ra ar biniou).

Eur Barz, o welout ar skritell
chomet a-ispilh ouz an daol-vaen

Ah M…!

Dilammat a ra da zistaga ar skritell. An drouized a en em vod en dro d’an daol-vaen ; adreñv an drouized, ar varzed ; adreñv ar varzed, an ovad hag an diskibien. Tro-war~dro hag en diavaez, ar werin. Eun den a zoug war gorre e chupenn glazik eur vazetenn hanter-sarret, hag e weler enni eur gasketenn.

An Drouiz Meur

Ar Peoc’h a zo ?

Drouized, Barzed, an Ovad

Ar Peoc’h a zo.

Kor ar Raned

Râââ… râââ…

An Drouiz Meur

Ar Peoc’h a zo ?

Drouized, Barzed, an Ovad

Ar Peoc’h a zo.

Kor ar Raned
Râââ… râââ… râââ…
An Drouiz Meur

Ar Peoc’h a zo ?

Drouized, Barzed, an Ovad

Ar Peoc’h a zo.

Kor ar Raned

Râââ… râââ… râââ… râââ…

An Drouiz Meur, d’eun Drouiz.

Kasit eun diskibl da foueta an dour evit d’ar raned ober peoc’h. (An diskibl kemennet dezañ a ya. D’ar barz-korner) ; Sonit, barz leal, sonit e korn Arzur, ma klevo ar re veo hag ar re varo ; ha sonit teir gwech : tri a zo eun niver bardik.

Eur C’houer
Ha tri ha tri e ya ar varzed da zimezi ?
Eun Diskibl

Dalc’h ganit da zotoniou.

Ar barz-korner a son teir gwech.

An Drouiz Meur

Ar Gorsedd a zo digor. Bremnm emaomp o vont d’ober an apel. Da genta, ar re a zo eat d’an Anaon. Al listenn a zo astennet, siouas ! rak an Ankou en deus skoet alies abaoue ar Gorsedd diweza.

(D‘an Drouiz) : Kasit eun diskibl all da foueta an dour: ar raned a zo eun torr-penn.

Listenn an Drouized.

Ab-Er.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Iit.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Erzdoue.

An Drouized
Desedet.
An Drouiz Meur

Ab-Erwrac’h

An Drouized

Desedet

An Drouiz Meur

Ab-Delkader

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Ovo

An Drouized

Desedet

An Drouiz Meur

Ab-Raham.

An Drouized

Desedet.

Kor ar Raned, war wasât.

Râââ… râââ… râââ… râââ… râââ… râââ…

An Drouiz Meur, d’an Drouiz

Kasit eun ovat da sikour an diskibien, unan hag eman gantan nerz e vugale.

An Drouiz-Kuzulier, goustadik.

N’eus nemet unan, Drouiz Meur.

An Drouiz Meur

Kasit anezan.

An ovad koz a ya gant eur mell penn-baz.

An Ovad Apotiker, en eur vont.

Asid sulfurik a vefe gwelloc’h.

An Drouiz Meur

Ah-Oukir.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Iorix.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Gwennholl

An Drouized
Desedet.
Ab-Gwennholl

Hopala ! aman emaoun presant.

An Drouiz Meur

Abaoue…

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

…abaoue ken neubeut a amzer, nag a varoiou, siouaz !…

Eun Diskibl

Dougen baro hir pe chik touz… petra ‘ra se ?

An Drouiz Meur

Ya, hir gant listenn ar re varo em eus hanvet, ha ne ran nemet komans !

Ab-Elard.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-On.

An Drouized
Desedet.
An Drouiz Meur

Ab-Oubal.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Atido.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-El.

An Drouized

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Alamour.

An Drouized

Desedet.

Eur Vaouez, a vro Leon.

O ! alato !

An Drouiz Meur
Doue a bardono d’an Anaon!
An Drouized

Amen.

An Drouiz Meur

Ha breman listenn ar varzed. Hogen, mont a rafomp diot gant ar raned mar n’omp ket eat c’hoaz. Ra ielo daou varz volonter d’al lagenn. (Daou varz en em ginnig). Kemerit bizier hir ha teo : muioc’h a raned e vezo friket gant ar memez taol. Ha roit koad dezo hardi !

Ab-Absurdo.
Ar Varzed

Vixit.

An Drouiz Meur

Ab-Cisse.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Homine.

Ar Varzed

Vixit.

An Drouiz Meur

Ab-Sinthe.

Ar Varzed

Desedel.

An Drouiz Meur

Ab-Adir.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Avuneulus.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Denago.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Imelech.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Salon.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Iron.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Imé.

Ar Varzed

N’eus kelou ebet outan.

An Drouiz Meur

Lakomp anezan dispariset.

Ab-Réviation.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Latif.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Rupt.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Oulez.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Ordage.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Ydos.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Dula.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Derian.

Ar Varzed

Desedet.

An Drouiz Meur

Ab-Dââh.

Ar Varzed
Desedet.
An Drouiz Meur

Ab-Olishable.

Ar Varzed

Desedet.

An Difazier, goustad d’an Drouiz Meur

Abrégez !

An Drouiz Meur

Ab-Régez.

Ar Varzed

Desedet.

An Difazier

Abrégez… abrégez. nom de chien !

Ar Raned

Râââ… râââ… râââ… râââ… râââ… râââ…

An Drouiz Meur

Ar raned… ar gisti raned flêr a zo eun ampoezon. Ra ielo eun Drouiz. Marteze e vezo muioc‘h a respet evitan. Ha ra vezint friket betek an hini diweza. (Eun drouiz a ya ; barzed a ya gantañ…) Ha bremañ tro an ovizien maro.

Ab-Solumemt…

Ovat ebet ne respont evit Ab-Solument ?…

An Drouiz-Kuzulier

N’eus nemet eun ovat hag eo eat d’ar poull-dour.

An Drouiz Meur

Pa n‘eus nikun da respont evito !… An diskibien eat d’an Anaon.

Kab-Anon.

An Diskibien

Desedet.

Kor ar Raned

Rââââââ !

An Drouiz Meur

Lab-Or.

An Diskibien

Desedet.

An Drouiz Meur

Kab-Allero.

An Diskibien

Desedet.

An Drouiz Meur
Kab-Yl.
An Diskibien

Desedet.

An Drouiz Meur

Sab-Aoth.

An Diskibien

Desedet.

An Drouiz Meur

Çab-Iche.

An Diskibien

Desedet.

An Difazier, goustad d’an Drouiz-Meur

Abrégez.

An Drouiz Meur

Re hir eo listenn ar re varo ; gwelloc’h e kavan ober apel ar re veo. An Drouized :

Ab-Gwennholl.

Ab-Gwennholl

Setu.

An Drouiz Meur

Ab-As

An Drouized

N’eo ket deuet.

An Drouiz Meur

Ab-Attis… Den ne respont ?… Ha ! gast ! me an hini eo. Prezant !

Kor ar Raned

Râââ… Rââââââ…

An Drouiz Meur

Ar raned !… ar raned !… It, drouiz yaouank, ha chenchit penn d’ar poull.

An Drouiz, en eur vont

Ar raned a gomans ammerdi ac‘hanomp.

An Drouiz Meur

Ab-Rasdhomme.

Ab-Rasdhomme, el lagenn, droug ennañ

Aman emaoun.

An Drouiz Meur

Ab-Hermine.

Ab-Hermine

Prezant.

Eur Barz, d’eun diskibl

Hennez a zo bet marichal de loji pad e amzer servich.

An Drouiz Meur, o klask eul listenn all

N’eus ken ?

Eun Drouiz

Aze maint tout.

An Drouiz Meur

N’eo ket hir listenn ar re veo e kenver hini ar re varo. Ar varzed :

Ab-Solvenn.

Ab-Solvenn, eus al lagenn.

Aman.

An Drouiz Meur

Ab-Ouezpenn !…

Ar Varzed, a bouez-penn

Ab-Ouezpenn.

Ab-Ouezpenn, eus al lagenn.

Petra zo ? Ne glever seurd ebet gant ar raned-man.

An Drouiz Meur

Ab-Iratua.

Ar Varzed

Libera…

Ab-Iratua, droug ennañ

Prezant, mil kurun !… Abret awalc’h e vezo kana al libera…

An Drouiz Meur

Ab-Enori.

Ab-Enori

Setu.

An Drouiz Meur

Ab-Urbe.

Ar Varzed

Eat eo endro d’ar gear,

An Drouiz Meur

Ab-Raxas.

Ar Varzed
O foueta ar raned.
An Drouiz Meur

Piou n‘eo ket bet hanvet ?

Eur Barz

Me !

An Drouiz Meur

Hoc’h hano ?

Ar Barz

Ab-Rakradabran.

Kor ar Raned

Rââââââââ…

An Drouiz Meur

An ovi…

An Difazier

An ovat…

An Drouiz Meur

Ab-Ominable.

An Difazier
Er poull.
An Drouiz Meur

N’eus nemet unan ?

An Drouiz-Kuzulier

Ar re-all a zo marvet epad ar bloaz !

An Drouiz Meur

Poent ’oa d’ar Gorsedd-Digor dont. Ha ma vije digouezet da heman mervel ?…

An Diskibien :

Kab-Oche.

Eur Diskibl

Gant ar raned.

Eur Drouiz

Hennez a dlefe kemer eun hano patriotikoc’h.

An Drouiz Meur

Sab-Renn.

Sab-Renn

Prezant.

An Drouiz Meur
Gab-Ier.
Gab-Ier

Prezant.

An Drouiz Meur

Lab-Arum.

Lab-Arum

Prezant.

An Drouiz Meur

Lab-As.

Eun Diskibl

Du-se eman.

An Drouiz Meur

Roit d’in eur gador : skuiz oun. Kab-Riole. (Azeza ’ra).

Kab-Riole

Setu.

An Drouiz Meur

Pab-Aour.

Pab-Aour
Setu.
An Drouiz Meur

Bah-Ylon.

Bab-Ylon

Setu.

An Drouiz Meur

Lab-Arbe.

Lab-Arbe

Setu.

An Drouiz Meur

Jada-Adao.

Eun Diskibl

El lagenn.

Kor ar Raned

Rââââââââ…

An Drouiz Meur

Çab-Arde.

Kor ar Raned

Rââââââ… rââââââââ…

Eun Diskibl

El lagenn.

An Drouiz Meur, herr

Ar raned, ar raned !…

Çab-Arde, o tont eus al lagenn :

Drouiz Meur, ne c’heller ket dont a-benn eus ar raned. Kounaret int.

Kor ar Raned

Râââ… rââââ… râââââââââ… rââââââ…

An Drouiz Meur, kounaret ivez :

Grit dezo ober peoc’h, pe na lezit ket unan beo ; klevet ac’h eus, Çab-Arde ?

Çab-Arde, o vont en dro :

Ya ! Drouiz Meur.

An Ovad, o vont en-dro :

Drouiz Meur, ovat sentus oun. nemet ar raned ne jomont ket dindan ar vaz, ha skuiz-maro omp. (An Drouized a sell ouz an ovad gant sellou kazus).

An Drouiz Meur

Ab-Ominable, it d’al lagenn endro.(An ovad a sent).

Ab-Rasdhomme, o tisrei eus al lagenn
Nul omp.
An Drouiz Meur

N’o deus ket respetet zoken ho sae wenn ? Ma ! pa ne tav ket ar raned… ne talvez ket ar boan chom da foueta an dour ! Livirit dezo dont en-dro.

Holl

Hep ! Hep !! deuit en-dro !

An Drouiz Meur

N’eus listenn ebet ken ? Me a gave d’in e oa muioc’h a ziskibien beo… Ha c’hoaz ma gendalc’hint holl gant o vokasion. (Skourjezerien an dour a zo dizroet d’al lid.) Lavaromp breman eun De Profundis kalonek evit an Drouized, evit ar varzed, evit an Ovizien, evit an diskibien marvet pe da vervel er bloaz-man.

Holl, o santout uz d’ezo askell an Ankou
Brrr !…
Soaz

Gwerc’hez Vari ! ar re-se a rank beza beleien. (An holl a denn o zog nemet eur c’houer.)

Eur Barz, d’ar c’houer

Tenn da dog ’ta. (Anavezout a ra ar c’houer.) Tiens, c’est toi ? Ça gaze ?

Ar C’houer

Mat tre, ha c‘houi ?

Ar Barz

Comme tu vois. Ça fait longtemps qu’on ne s’est pas vu, hein ? Depuis les attaques de Champagne…

Ar C’houer

Ya. Pe seurd micher a rit bremañ ?

Ar Barz

Toujours le même. Pourquoi ?

Ar C’houer

Netra. Ouz gwelout... (Ar barz a dro kein.)

Ar Barz

Lavaromp ivez eun De Profundis…

(Eur pennad.)

An Drouiz Meur

Ha breman, barz-korner, sonit. (Ar barz-korner a son.) Sonit teier gwech. (Ar barz-korner a son diou wech all). Ha breman, va breudeur kêr, ar Gorsedd-Digor particulier a zo digor bras. Barz Diouganer, pignit war an dolmen. (Ar barz diouganer a bign war an daol-vaen.)

Kor ar Raned

Râââââââ…

Ar Barz Diouganer

Hag ar raned, Drouiz Meur ?

Kor ar Raned

Râââ…

An Drouiz Meur

Ar raned a selaouo evel an dud.

Kor ar Raned, krenn

Râ !

Ar Barz-Diouganer, o lenn.

Itronezed,

    Dimezelled.

         Aotronez,

             Kenvroiz kêr,

Diou pe deier gomz seulamant.

Ar c’horn-boud en deus boudet. Boudet en deus evit gervel ar Vretoned d’ar Gorsedd Santel. Klevet eo bet e vouez en Argoat hag en Armor ; hag eus pep kanton, eus pep parrezig, eus pep kear, eus ar meneziou, eus an draoniennou, a dost hag a bell, war droad ha war vilo, dre tommder ha poucher, dre duchennou start ha diskennou danjerus, dre an hentchou ledan hag ar riboulou striz ; an holl Vretoned, bras ha bihan, yaouank ha koz, paotred gant o dousik koant, merc‘hed gant o muia-karet, eur bod-brug war boulouzenn an tog, ha war berlez ar breuched eur boked-lann alaouret, en eur selaou kana eostiged ar garantez ; ar re eeun, ar re gamm, ar re gofek, ar re dreut, ar re a zoug bragez hag ar re a zoug broz, a zo diredet, a vandennadou, d‘ar Gorsedd-Digor, gant joa. (Stlakadeg-daouarn ; ar barz-diouganer a gendalc’h, imor ennañ.) Hag hon tadou koz, o klevout rodou ar gweturiou o strakal war vein an hentchou, hon tadou koz, a lavaran d’eoc‘h, o deus goulennet an eil digant egile : Hag a nevez war c’horre ? Ha gwelet o deus, just neuze, en o bez tenval, luc’hedenn dir kleze Arzur, gwisket gantan e armur lugernus, ha klevet klemmgann telenn Marzin, deuet d’o zihuna. O daou o deus yudet dezo : War-Zao !

Hag hon tadou koz, va breudeur kêr, o deus kuiteat o bez evit peder eur war ’n ugent, hag a zo dic’halloupet dre ar gamboulennou sioul, war-lerc’h a barz brudet hag ar roue glorius, bet kousket pell-amzer, ha dihunet evit savetei ac’hanomp. Aze emaint en-dro d’eomp, dirazomp hag adrenv ; ha ma ne glevomp ket anezo o strakal o daouarn eo abalamour emaint e rouantelez didoruz an Anaon.

Ah ! hag a nevez war c’horre ? va breudeur kêr.

Abafet e choman abaoue eun abadenn. Eun darvoud epouvantabl a zo tost, hag er bobl a-bez, den ne ra seurd evid ampech ar maleur-ze da goueza a-bik war e benn. Selaou a ra sotoniou abostoled maboul a zired a-builh, a bell, da abuzi anezan gant abuzetez, da vouzara anezan, a-berz an diaoul, gant eur brezoneg abominabl. Sklear eo ho tever breton, sklaeroc‘h eget sklerijenn an deiz pa vez an deiz ar skleara : labourat start a zo ret. Setu perak en em gavomp reuniset hirio war al lanenn vras, dindan ar wezenn dero goz.

Lavaret eo bet d’eoc’h, meur a wech, eo ar Brezoneg hag ar Feiz, breur ha c’hoar e Breiz. Ar Feiz ne varvo ket ; he breur ne raio ket kennebeut. Hogen, pell ’zo e vije bet rinset panevet ar varzed — tout an dud a oar an dra-ze. Ha barzed a zo bet hu barzed a vezo keit ha ma ziwano gwez-dem en hor c’hoajou, brug war hor meneziou, brulu er waremm, lann alaouret el lanenn, laboused er garz, Bretoned e Breiz-Izel ha mar bras en-dro d’ezi. Ne varvo ket ar brezoneg. Mes, avanset kaer d‘ar brezoneg chom beo, ha beva kantvejou, evel ar sedred hag an olived, ma vez mac‘hagnet, tennet outan e voueden, dizeriet war e dreid, treuteat evel an Ankou, hag eur spont da welout ? Ar c’hlanvour kondaonet d’ar maro eo koulz d’ezan mervel. Tristoc’h, eget mervel, euzusoc’h, mezusoc’h, spontusoc’h, glac’harusoc`h. slrafufuilhulasoc’h doare, va breudeur kêr !… Evit dont a-benn eus relijion ar baganed, ar zent, — tud fin ma zo bet — a gemeras un templou, hag ar bobl a gontinuas da adori an Aotrou Doue eleac’h ma veze adoret an diaoul. Evit beza sklearoc’h, kemeromp eur barabolenn : Ar brezoneg a vezo... an zo eur wezenn dero, skourret mat hirio ha diskourret warc’hoaz vintin. Aze eman sklear ha freaz e diou pe deier gomz. Hogen, goude beza bet diskourret, eur ouenn-all a vezo grefet war va gwezenn, hag eleac’h dougen per…

Eur C’houer

Per ?… en eur wezenn dero… ?

Eur Barz

Ya... Des poires.

Ar Barz-Diouganer

… E tougo, va breudeur kêr…, e tougo.. ar ouenn grefet warni. War ar brezoneg, va breudeur kêr, e vezo grefet eur brezoneg all, eur brezoneg estranjour, va breudeur kêr, eur… brr !… panevet respet d‘eoc’h !…

Ha piou a zo o vont d’ober an operasion-ze da wezenn va farabolenn ?

O c’houi hag a zo deuet da chilaou ac’hanoun, klevet ho peus kaoz marteze ouz eun avel hag a ra muioc’h u dor ’vit a vad : an avel gwalarn.

Holl

Hou ! hou d’an avel !

Ar Barz-Diouganer

Ya, eur vandenn baotred yaouank, — tud a galite panevet-ze — o deus kemeret da dad-paeron ar gwasa avel a c’houez en Armor. Dre-ze e merkont mat tre e fell dezo ober foeltr ha nompas labour profitabl. O fallentez a zo ker doun hag an oabl, hag an distruj rint a vezo ker bras hag ar mor. N’eo ket savetei ar brezoneg eo a rint, nemet kas anezan da netra. Eul langach ker brao, ker respetet gant an holl, karet kement gant an touristed, chomet ker yac’h betek-hen dre priziou ha konkouriou anuel ; eul langach bet kaozet gant ar Goloaied, — an holl a oar petra zinifi Toulouse, kear ar goadigennou brudet. — eul langach bet kaozet pelloc’h gant… Adam marteze ha gant Eva e bried… Ha piou, va breudeur kêr, a zo da vont d’ober ar revolusion-ze ? Kredi a ra d’in n’em eus ket lavaret d’eoc’h c’hoaz. Ne lavarin hano den ebet evit nompas kaout trouz. Bretoned int, va breudeur kêr, Bretoned eat da Barizianed ha Parizianed deuet da Vretoned ; eur vandenn baotred yaouank milliget ha n’eus ket eur varodenn war stal o mec’hi, ha n’eo ket hirroc’h o brezoneg eget penn o fri, pa n’ouzon ket an diferans a zo etre per ha Per ha mez ha mez. Morse ne gaozeont brezoneg etrezo ha diaes e vefe dezo — eun tamm galleg plat ne lavaran ket ; ha morse ne tougont ar gwiskamant breton na chupenn brodet o c’hanton. Ober a reont goap ouz bragou bras hon tadou, ouz brug hor meneziou, ouz al lann alaouret, ouz ar balan melen, ouz ar Pempolaise, hag ouz kement dra santel a zo e Breiz-Izel… Padal, ni, ar Varzed, ni hon deus great hor fosubl evit skigna ar brezoneg hag ober d‘ezan enor. Goulennet hon deus, dre vuzur a nesesite, e vezo desket d’ar vugaligou, kerkent eat en o zri miz, lavarout ta… ta… eleac’h pa… pa… D‘ar foariou ez omp, d‘ar pardoniou ivez, ha da gement plaz e vez cheu, eur penn-bas en hon dourn, eun tog peizan war hon penn, teier cheletenn war hor c’hein ; war hor morzedou eur bragou mezer groz, ha war hor c’hof-gar, brodreou botonnou-sten. (Stlakadeg-daouarn.)

Holl

Gwir eo, gwir eo.

Kor ar Raned

Râââââââ…

Hag ar raned a selaou adarre.

Ar Barz-Diouganer

Ni a zo Bretoned pur. Ha, va breudeur kêr, ar baotred-ze, paotred GWALARN !… Ah! oh! dizonjet em eus… Ober a reont goap ouz hano a varz !… Sonjit !… pa n’ouzont ket an diferans a zo etre… Met an dra-man a zo bet lavaret. Pa n’ouzont ket goulenn eun tamm bara en eur brezoneg sklear. Rak piou a oar petra a zo er zotoniou a lakont war marc’had al leoriou ? Prenet em eus unan eus al leoriou-ze ; n’em eus bet kouraj awalc’h evit lenn anezan penn-da-benn ; d’an tan eo bet chetet goude ar c’henta pajenn. Petra ’zinifi TONKADUR BUGALE…, ha me oar-me bugale piou ? Pe significasion en deus ANHUN ? BIMBOCHET a dlefe beza eur roman diwar-benn ar brezel, padal !… Hag AVEL-STERENN ? Pe seurd avel eo hennez, hag eus pe seurd tu e teu ? Eus tu ar sterenn ? Siouaz d’ezo ! N’ouzout ket n’eus nemet pevar du : an tu kleiz, tu dehou, an tu adrenv hag an tu araok, eun dra elemanter koulskoude !… Lavaret e vez ivez an tu gwir, an tu enep ; ar re-man n’int ket tuiou veritabl. Ne gaozeont morse ouz Doue en o leoriou. Ne draduizont nemet leoriou pagan, evel ar BERSED ha PROMETHÉE ENCHAÎNÉ, diou drajedienn goz, savet gant Schylus, ar barz persan brudet. Ma n’eo ket eun druez chom da c’hoari gant traou ken didalvez !… Ne glever ano, en o oberennou, nemet eus Zeus koz, an doue faoz…

Eun Diskibl

Zeus ?…

Eur Barz

Ya ! eun doue eus ur mitoloji : Pluton e latin.

Ar Barz-Diouganer

Klevet em eus e trofont FOST… Adarre Satan gant e gerniel hag e lost ! Skriva ’reont diwar-benn pep tra. N‘eo ket gant deskadurez, nemet evit stlapa poucher e daoulagad an dud. Eus Breiz-Izel e lammont d’ar C’hanada pe d’ar Japon da gavout Tagor Rab… Rabi… raja, ar barz boudinist ; ha me zo sur n’int ket bet memeuz e Ker-Ahez !… Goude e reont eun exkursion er C’hatalogn evit ober rekor ; breman e skrivont en esperanto evit ober epat. ’Benn ar fin e veskfont asamblez an esperanto hag o brezoneg personel, hag e lavarfont : Setu ar brezoneg veritabl.

Holl

Hou ! hou !

Ar Barz-Diouganer

Ober a reont poeziou evit c’hoari o barzed bihan. Ne dalvezont ket eur zell zoken ; koulz eo lenn latin. Eur boezienn vihan em eus kavet koulskoude chik tre ha sklear, e pehini a zo kaoz ouz trouz pevar mil tapoulin.

Na pegen pell eman ar poeziou-ze euz poeziou ha barzazed presius hor Barzed !…

Ar MABINOGION, troet eus an iwerzoneg, a vije bet important ha kaer meurbet, ma ne vijent ket bet skrivet en eur brezoneg dieas kenan. An troer a zo yaouank c’hoaz, ha n’eus ket gouezet an tu d’en em zilivri ouz skouer fall ar SKETLA SEGOBRANI. Mes deski a raio e vicher.

Eur Barz

Sketla Segobrani ?…

Eur Barz all, en eur luchat.

L’éclat de ses gros bras nus !…

Ar Barz-Diouganer

Kaer o do ober, ne vezo hini ebet abil awalc’h evit sevel chansoniou eveldeomp-ni, ha lakaat eul leor da zigouezout evel « LIZER AN HINI MARO », trist ha joaius tro ha tro, ha plijadurus da lenn, evit ober pehini eo ret kaout deskadurez vraz hag eur spered lugernus, ha beza mignon d‘an Awen.

Breman e klaskont ober an azen ganeomp en eur institui examen ar Symbole, hag ar skol brezoneg dre lizer.

Eur Barz

An dra-ze a zo kaout kulo !

Ar Barz-Diouganer

Hogen, hepdale e vezimp venjet. Eur paot yaouank a zo o kompozi eur gomedienn gapital, hanvet GORSEDD-DIGOR, skrivet en eur brezoneg poblus, evel just, ha kaoz enni eus dolmennou ha menhirou…

An Drouiz Meur

Hervez em eus klevet, ar gomedienn-ze a raio kalz vad deomp.

Ar Barz-Diouganer

Eur vad ’bominabl. Ha me a bropoz e vezo roet

d’ar skrivagner an titr a Varz-Salver.
An Drouiz Meur

Ret e vezo ober ar goulenn.

Ar Barz-Diouganer

Ya ! gouzout a ran eo ret da unan lakat e gandidatur evit beza resevet er Gorsedd evel tout an akademiou. Mes kaout a ra deomp e c‘hellomp, an taol-man, ober eun akrok d’ur reglamant evit ar vad a vezo bet great hag ar zervich rentet deomp. Re lent eo evit goulenn, ha koulskoude e vefe enorus konta anezan en hor renkou.

An Drouiz Meur

Diskutet e vezo ho propozision goude diskuta e veritou.

Ar Barz-Diouganer

Ar GORSEDD-DIGOR a vo eun taol terrup war benn paotred « Gwalarn » ; meritet o deus beza sac’het — tud a Baris hag a leac’h-all deut da droubli hor repoz — tud hag e vefe great kavadennou kurius en o etat sivil ma karfe deomp-ni furchal.

Lavaret em eus d‘eoc’h e vijen bet berr. Kerkoulz eo din echui p’eo gwir ne ran c’hoaz nemet komans. N‘oun ket evit displega dre ar munut ar pez em eus c`hoant, pe e vefe neseser d‘eoc’h chom aze da zigori ho kinou dirazoun, betek kuzet an heol ha savet al loar. Mes, evit echui, anzavomp hardi ha yudomp ar wirionez da fas ar bed : An distruj a rafont ne vezo ket distruj bras ma vez kavet tud a volontez vat da ampech anezo ober droug. Ni tout, memprou ar Gorsedd, ni a raio batu d’ezo, noz ha deiz, hep koll halan na kouraj ; ha ma en em unis ganeomp pobl vat Breiz-Izel, ez omp sur da reusisa. An Union a ra an Nerz. Konfians hon deus

rak, evel ma lavar ar janson :


Quand c’est l’heure du branle-bas,
Le Breton ne recule, cule,
Le Breton ne recule pas.

Hag hepdale, va breudeur ker, ar c’horn-boud a voudo ar Viktor en Argoat hag en Armor.

Stlakadeg ; youc’hadeg.

Holl

Bis ! bis ! bis !

Ar Barz-Diouganer

A voudo ar Viktor en Argoat hag an Armor. (Stlakadeg diehan. Ar barz diouganer a sec’h e dal). Evit konklui, va breudeur ker, GWALARN eo ar wezenn milliget mat da cheta barz en tan, ha c’hoaz e vezo tan fall.

Holl

Ya ! Ya ! D’an tan ! D’an tan !

Eur Barz

Setu aman an numéro diweza.

Ar Barz-Diouganer

Devit anezan en ho ti ; an tan-man a zo eun tan simbolik. Drouiz Meur, hon tad, ar bobl fidel a c’houlenn e vezo kondaonet GWALARN.

Ar Barz-Diouganer, a gemer an hanter kleze.

Drouiz Meur, kinnig a ran d’eoc’h en hano a Vreiz-Izel, kleze ar roue Arzur, evit toullgofa GWALARN war dolmen ar sakrifisou. (Diskenn a ra).

Eur Barz

Goulenn a ran kounje da gaozeal.

An Drouiz-Meur, o sevel

Komzit.

Eur Barz

N’eman ket kleze Arzur en e bez ; gortozomp eur c’hardeurig. Eat eer gant ar moto da gerc’hat an hanter all d’ar gâr.

Ar Barz-Diouganer

Gwelloc’h eo kondaoni hep koll amzer. Den ne oar ar pez a c’hoarvez. Ar c’hleze-man, evel an tan, a zo eur c’hleze simbolik. Ar beg n’eo ket neseser zoken da seremoni ar sakr.

An Drouiz Meur

Goude prezegenn elokant ar Barz-diouganer, n’heller ket retardi muioc’h.

Evit d’an holl gouzout n’eo ket dre jalouzi, na dre avi na dre gasoni eo e kondaonomp, nemet dre vuzur a nesesite evit salud Breiz-Izel, e lavaromp dezo eo hon intansion ker gwenn hag hor sae ha ker pasifik hag hor c’hleze diveg. Nemet pa vez danjer e ranker kemer resolusionou bras. Setu perak, dirak hor c’houstians ha dirak ar re veo hag ar re varo, e

KONDAONOMP GWALARN DA ZISPARISA

Ra glevo an Arvor !

An Difazier, d’ar barz-korner.

Sonit evit ma glevo an Arvor.

Ar barz-korner a c’houez en e gorn-boud.

An Drouiz Meur

Ra glevo an Argoat !

An Difazier, d’ar barz-korner.

Sonit ! (Eun taol korn-boud.)

An Drouiz Meur

Ra glevo Bro-Geumri ! (Ar barz-korner a son.)

An Difazier

Krenvoc’hik ! Bro-Geumri a zo en tu-all d’ar mor.

(Ar barz-korner a sent.)

An Drouiz Meur

Ra glevo Iwerzon.

(Ar barz-korner a son.)

An Difazier, d’ar barz-korner.

Krenvoc’hik eget evit Bro-Geumri, hag un peu à gauche. (Eun taol kreñv).

An Drouiz Meur

Ra glevo Enez Mon !

Ar barz-korner o vont da seni.

An Difazier

Ne dalvez ket ar boan son. Enez Mon a zo war hent Bro-Skos.

An Drouiz Meur

Ra glevo Bro-Skos !

An Difazier

Sonit herr an taol-man. (Ar barz-korner a son). Plus fort… beaucoup plus fort ! l’Écosse est loin d’ici !…

An Drouiz Meur

Ra glevo Bretoned ar bed-holl ! (Ar barz-korner o vont da seni).

An Difazier
C’est pas la peine ! le monde est trop loin de nous.
An Drouiz Meur

Setu aman breman an ordre du jour :

Dirak Keltia,
Dirak ar Bed-holl,
Dirak ar re Veo hag ar re Varo ;
En hano Arzur,
En hano Marzin,
En hano Matilin an Dall,
GWALARN A ZO KONDAONET D’AR MARO

Livirit holl ganin : Maro da WALARN !…

Holl

Maro da WALARN !

Ar Barz-Diouganer

Kondaonet dre gontumas.

Eur Barz all

Ya ! den n’eus kredet dont d’en em zifenn dirak ar Gorsedd.

An Drouiz Meur

Ha youc’hit holl ganin : Ra vezo milliget da virviken !

Holl

Ra vezo milliget… da…, ra… virvi… vezo… milra… miraken… ravezo… ra… ravi… milvi… mil… milra… da… ra…, râ… râââ… râââââââââââ.

Kor ar Raned, evel eun hekleo.

Râââââââââââ.

An Drouiz Meur

Maro mat eo.

Ha breman… (d’an Drouiz-Kuzulier) : Taolit eur zell war an hent. (An Drouiz a sell). Ha gwelout a rit an hanter-all o tont ?

An Drouiz-Kuzulier

An hent a zo dezert, Drouiz Meur !

An Drouiz Meur

Breman, evit derc’hel sonj eus an deis memorabl-man, emaomp o vont da sakri eur barz nevez, ha, goude koan, war ar belouzenn, e vezo great eur jabadao.

Diskibl nevez, c’houi pehini en deus goulennet an enor da wiska sae glas ar barz, glas e-giz ar mor doun, glas e-giz an oabl, glas e-giz mibien ho taoulagad, pignit war an dolmen sakr evit ma ziskenno warnoc’h sperejou hor c’hentadou. Didostait, diskibl Marzin, ma vefoc’h unan eus ar re a zalc’ho ar brezoneg en e zav, ker start hag an derwenn war ar roc’h, e bro goz ma zadou.

Eun den koz, levitenn ha tog melon, a bign war

an daol-vaen.
An Drouiz Meur, ankeniet.

Ne teu ket c’hoaz an hanter all ?

An Drouiz-Kuzulier

Ne welan den war an hent, Drouiz Meur !

An Drouiz Meur

Sellet mat oc’h eus ?

An Drouiz-Kuzulier, o sellout adarre.

Eur paotr-saout hag eur vioc’h a dreuz breman an hent.

An Drouiz Meur, d’ar barz nevez

Pe ano oc’h eus ?…

Ar Barz Nevez

Jean-Louis…

An Drouiz Meur, gant mall.

Hoc’h hano bardik ?

Ar Barz Nevez

Ab-Domen.

An Drouiz Meur

Ab-Domen… Eun hano nerzus, evel just. Ha setu oc’h eus souhetet gwelout merka hoc’h hano war listen ar varzed ?

An Difazier

Répondez : Ya !

Ab-Domen

Ya !

An Drouiz Meur

Hag e touit e tifennfoc‘h Breiz atao… nann, pas atao… bepred e felle din lavarout.

An Difazier

Bepred !

Ab-Domen

Bepred !

An Drouiz Meur, d’an drouiz-kuzulier.

Ne teu ket c’hoaz an hanter-all ?

An Drouiz-Kuzulier

Ne teu ket c‘hoaz ! (An Drouiz Meur a huanad). Ne welan nemet daou zen war an hent : eun danvad hag eur c’hi !

An Drouiz Meur

Kanit kan ar varzed da c‘hortoz. Bravoc’h e vo

ar seremoni.
Ar Barz-Kaner

Allo ! KAN AR VARZED ! deomp dezi ! Unan ! daou ! tri !

Kan ar Varzed

N’eus ger ebet ; eur mouskan nemetken, faoz ha dre ar fri, war don « an Hini Goz ». Ar mouskan a bado eur munut. An Drouiz Meur a gendalc’h gant ardou al lid.

An Drouiz Meur

N’eo ket erru c’hoaz ?

An Drouiz-Kuzulier

N’eo ket erru c’hoaz ; mes dont a raio.

An Drouiz Meur

Ha ma n’eman ket er gâr ?

Ar barz-Kuzulier

Er gâr eman sûr, p’eo gwir eo bet expediet via Liverpool-Le Havre gant an expres.

An Drouiz Meur, enkrezet.

Kanit an eil kouplet eus kan ar varzed…

Ar Barz-Kaner
Kanomp an eil kouplet eus kan ar varzed.
Kan ar Varzed

E-giz uheloc’h.

An Drouiz Meur, o tic’hoanagi.

M’eus non ne teuio ket an hanter-all ? Drouiz-Kuzulier. gwelit da welout…

An Drouiz-Kuzulier, o sellout.

N’eus nemet eur vran war un hent… Hogen dont a raio an hanter-all : eur moto ne vez ket pell o troc’ha rout…

An Drouiz Meur

E pe seurd tu eus an hent emañ ar vran ? Daoust ha lammou a ru pe eur bale pozet ?

An Drouiz-Kuzulier a sell adarre.

Nijet eo kuit.

An Drouiz Meur

Konfians em eus neuze… Ar vran-se a zo deuet da anonsi an hanter-all.

Ya, dont a raio. Sur oun.

An Drouiz Meur laouennaet.
Kanit eta ar c’han broadel.
Ar Barz-Kaner

Allo ! Dao d’ar c’han broadel… Prest oc’h ? N’eo ket dizonjet an ton ? (Mouskana ’ra dre e fri evit rei d’ezo an ton). Mat ar jeu… Chut !… KAN AN DERWENN… D’an Drouized…

An Drouized

Me zo ganet en Arvor, war lein Menez Arre,
Bet plantet eno gwechall gant an Aotrou Doue.
Va mamm a oa eur vezenn, eur vezennig vihan tre.

An Diskibien

Tralala… laderidonra… tralalalalenno…

Ar Barz-Kaner

Ha breman KAN AL LANN… D’ar Varzed…

Ar Varzed, seder evel eostiged.
Me eo ar fleurenn,
melen,
laouen.
An Diskibien

Tralala… laderidonra… tralalalalenno…

Ar Barz-Kaner

Eil kouplet AN DERWENN… D’an Drouized.

An Drouized

Ma vijen bet diouc’haret ’vel goazed hor c’hanton, Me mije gwisket eur chelet, eur cheletenn breton, Bodreou ha bragou braz vit monet d’ar pardon.

An Diskibien

Tralala… laderidonra… tralalalalenno…

Ar Barz-Kaner

An ovat… KAN AR BRUG.

Ab-Ominable
Me eo…

Hum !… hum!…

An ovad en deus kroget fall gant ar c’han. Ar barz-kaner a vouskan dre e fri evit rei d’ezañ an ton

Ab-Ominable
Me eo ar brug… me eo ar brug…

Hum ! n’oun ket boazet da gana.

Ar Barz-Diouganer

Peoc‘h ! Me glev trouz eur moto.

An Drouiz Meur, laouen-rañ

Erru eo an hanter-all ! Saveteat omp !

Holl

Joâ ! joâ !

Tralalalalennolalatralalalalenno.
An Drouiz Meur

Kanit ! kanit evit diskuez ho choâ !

Amañ pep hini a gan e gan hag e don.

Kor ar Raned

Râââââ… râââââ… rââââââââââ…

Trouz eur marc’h-dre-dan, o tostaat. Eun den yaouank, bras, bleo melen, a zeu war al leurenn. Emañ o paouez diskenn diwar e varc’h-dre-dan ;

gwisket eo gant dilhad koton.
Eur Barz, da unan-all :

Ça doit être lui qui est venu exprès d’Angleterre pour nous porter la moitié du glaive.

Eun eil Varz

Il a le type anglais, tout à fait.

An Drouiz Meur

Kenderc’hel a ra gant al lidou… D’ar barz-kuzulier, goustad.

Hag an hanter-all ?

An Drouiz-Kuzulier, d’an divroad.

Et l’autre moitié ?

An Divroad

Ne veizan ket gwall-vat ar galleg ; komzit brezoneg d’in, mar plij ganeoc’h, aotronez.

An Drouiz-Diouganer

Me a gave d’in e oac’h eus Bro-Saoz ? M’eus aon out Kernevot ?

An Divroad

N’oun na Kernevad, na Breizad, na Saoz, aotrou… An Norvej eo va bro.

Drouized, Barzed
An Norvej ?… An Nor… vej !…
Eur Barz

Hag ouzoc’h brezoneg ?… Dre pe seurd mirakl ?

An Divroad

Desket em eus ar brezoneg e skol-veur Oslo, dre lenn « Gwalarn ».

Holl

« Gwalarn ? » ec’h ! m’en argas !

Youc’hadeg.

An Divroad, o vont kuit.

Hentet-fall oun bet.

An Drouiz Meur, goustad :

Hag an hanter-all ?

Kor ar Raned

Râââ… râââ…

An Drouiz-Kuzulier

Foutu !…

An Drouiz Meur

Foutu !

Aroun.

Kor ar Raned
Rââââââââââ…
An Drouiz Meur

Peoc‘h a vo d’an trouz ?

Holl

Ar Peoc’h a zo.

An holl a chom simudet eur pennad.

An Drouiz Meur, aet e wad da zour.

(D’ar barz yaouank):

Pa ne teu… pa ne teu ket an hanter-all. bouchit d’an hanter-man da c’hortoz, barz Ab-Domen. Sonjit ervat eman an hanter all e Breiz-Tra-Mor, hag e vezo ret d‘eoc’h bouchat d‘ezan, d’ar c’henta Gorsedd-Digor. (Ab-Domen a bok gant e ziou chot d’ar c’hleze diveg). Touit e tifennfoc’h Breiz at… be… bepred.

Ab-Domen

Toui a ran… e tifennin…

An Difazier

Atansion ! pas Breiz atao !

Ab-Domen

…Breiz… bepred.

An Drouiz Meur
Touit eur wech c’hoaz.
Ab-Domen

Toui a ran!

An Drouiz Meur

Touomp holl gant ar barz nevez war gleze Arzur.

Holl

Toui a reomp !

An Drouiz Meur

Parfet ! Barz nevez Ab-Domen, konsakret ganin-me, Drouiz Meur Ab-Attis, er bloavez 1929 evit derc’hel sonj eus eun deis memorabl, savit breman evit d’an holl anaout ho pizac’h. ( Ar barz Ab-Domen a sav.) Lennit.

An Difazier

Tu as ta poésie en mains ?… Lis, alors !

Ab-Domen

Setu aman ar boezienn savet ganin-me va-unan, evit d’in beza resevet ’barz ar Gorsedd-Digor.

Barzed, droug enno.
Ha ni neuze ?
Ab-Domen, a lenn


Panevet ar Gorsedd e oamp boud.
Mes ar Gorsedd enn deus hopet : Qui va là ?
Hag arretet paotred Gwalarn en o roud.
Yudomp eta eun hourrah,
Ha ra voudo ar c’horn-Boud
Hol levenez joaiusa,
Dre Vreiz-Izel tout.
.

An Holl

Bravo ! bravo ! bravo !

Ab-Domen a lenn

Hé la ! hé la ! n’eo ket echu !

Eur boezienn all em eus komanset. Unan modern :


An ara
a ra
bara
ki
ri

Lenn a ra :

Klotennou pinvidik-mor eo penn-da-benn. Pa vezo echuet me a garfe gouzout piou a vezo an hini


ki
ri
ra

Ar Raned

Râââ…

An Drouiz Meur

Mad ! it breman ‘barz ho sae-bar.

Ar barz Ab-Domen ’en em lug en e sae hag a zispac’h…

Kouez ’ra e benn en araok, a-drenv an daol-vaen kartons. An arvesterien a c’hoarzo… emichañs.

An Difazier, o kounnari.

Eh ben ! Y a pas de quoi rire.

Ab-Domen, diouz an toull.

Y a pas de mal.

An Drouiz Meur, war an ton bras.

N’eus droug ebet.

Holl

N’eus droug ebet.

An dud a en em denn.

An Drouiz Meur

Hep! Gortozit eur munut. Gouel ar Gorsedd-Digor, reusiset ha kaer meurbet, en despet d’ar raned flêr, a zo echu, siouaz !… Breman emaomp o vont d’en em separi ha da lavarout an eil d’egile eur c’henavo kalonek, betek ma en em gavimp reuniset a-bennn ar bloaz d’ar mare-man, e kreiz eul lanenn-all. Ar Gorsedd-Digor-ze a vezo ivez kaer meurbet hag a gompreno eun nevezenti. Evit diskuez d’an dud ez omp modern en despet d’ar jalouzi ha d’an teochou fall, ni a blanto e-kreiz al lanenn pemp menhir e simant houarnet. An amplasamant a vezo desidet d‘ar c’henta Gorsedd-Kuz.

Soaz

Che ! an dra-se a vezo kaer !…

Kor ar Raned

Râââââââ…

LIEN




BOKED

Ha setu penaos Breiz ’voe salvet da viken.

(An aotrou Bimbochet e Breiz).



MOULEREZ, 4, STRAED AR C’HASTELL — BREST 1928