Buhez ar Sent/1894/Veronik

Eus Wikimammenn
◄   Beneat Biskop Veronik Hiler   ►



ann trizekved devez a viz genver


SANTEZ VERONIK A VINASKO, GUERC’HEZ
————


Ar zantez-ma a ioa ganet e Binasko, tost da gear Milan enn Itali, er bloaz 1445. He zad hag he mamm a ioa labourerien douar. Ne oant ket pinvidik ; mes tud honest oant avad ha tud a relijion. Veronik a zeskaz gantho anaout ha karet Doue azalek he c’henta bugaleach. He brasa plijadur oa klevet hano euz a visteriou ar feiz, hag evit he rekoumpansi Doue a roaz d’ezhi grasou dioc’h ann dibab evit he lakaat e stad da vedita var ar misteriou-ze.

O veza n’oa ket krenv ar stal gant he zud, e oue kaset abred d’ar park da labourat. O c’houennat eo e veze peurliesa asambles gant merc’hed all. Mes he-unan e karie beza, ha ne rea van ebed evit klevet ar re all o c’hoarzin pe o kana. Pa c’helle en em denna eunn tammik a gostez, e tirolle da lenva. Evelato ne golle ket he amzer, pell dioc’h eno, ha bepred e veze humbl ha sentuz e kenver he zad hag he mamm. Ann holl a ziskrede oa eur zonj kuzet bennag var he spered.

Evit guir, Veronik e devoa c’hoant da vont d’ar gouent. Mes superiorez leanezed sant Aogustin euz a Vilan e doa lavaret d’ezhi e renke da genta deski lenn. Hogen, enn deiz n’e devoa ket amzer da studia ; rak eul labour all bennag e deveze ato da ober. Red e oue eta d’ezhi kemeret var he c’housk ha chom da veilla enn noz.

O veza ne ehane da bedi ar Verc’hez d’he zikour, Mari en em ziskouezaz d’ezhi abarz ar fin, hag a gomzaz outhi evelhenn : « — Va merc’h, ne d’it ket da derri ho penn o klask deski ho lizerennou. Aoualc’h eo d’ehoc’h anaout teir lizerenn hebken, unan venn, unan zu hag unan ruz. Ann hini venn a verk ar burete a galoun, ann hini zu ar basianted evit gouzanv defaotou ann nesa, hag ann hini ruz ann aked da vedita bemdez var eul lodenn bennag euz a basion va mab Jezuz. »

Goulskoude, d’ann oad a naontek vloaz, Veronik a oue kemeret er gouent etouez ar seurezed konvers, hag a benn tri bloaz goude e reaz he veuiou. Divar neuze e varvaz holl d’ar bed ha d’ezhi he-unan. O veza m’oa paour ar gouent el leac’h ma edo, e veze kaset gant ar zuperiorez da glask bara a zor da zor dre gear Milan. Avechou zoken e renke mont er meaz euz a gear, ha da vare ann eost ez ea kalz pelloc’h c’hoaz. Enn eur vont hag enn eur zont evelse, e sonje dalc’h-mad e pasion hor Zalver hag enn he fec’hejou he-unan, hagar sonj-se a lakea anezhi da skuill eur mor a zaelou.

Ar boan benn hag ar boan stomok zoken ne virent ket outhi da labourat ha da ober he devosionou hervez he c’hustumm. Pa remerke ne veze ket var he zu, he zuperiorez a lavare d’ezhi labourat nebeutoc’h evit espern he iec’hed. Mes Veronik a respounte raktal : « — Me zo krenv aoualc’h ; pec’hed em befe o chom heb ober ar pez a zo em galloud ; red e d’inn labourat keit ha ma vezinn enn oad. »

Evelato ne felle d’ezhi ober morse netra heb asant he zuperiorezed. C’hoant e devoa bet da zevel mintinoc’h eged ar re all evit kaout muioc’h a amzer da bedi. Mes n’e devoue ket a gounje, ha dioc’htu e sentaz. Ober a rea laouen ha var ann heur kement tra a veze gourc’hemennet d’ezhi. Epad meur a vloaz e oue karget da rei boued d’ar ier ha da deuler evez anezho; al labour-ze a garie kalz abalamour ma roe tro d’ezhi da veza he-unan gant Doue.

Mar d’oa braz humilite ar zantez-ma, he spered a binijenn a ioa ker braz all. Eunn eston eo sonjal pegen nebeut e tebre. Aliez e iune divar bara ha dour, hag avechou zoken ne zebre tamm hed ann deiz, dreist holl pa veze bet o kommunia. He guele a ioa eur guele reun gant eul linser var c’horre. He c’haloun a ioa ken tomm e kenver Doue ma ne gave ket d’ezhi e devije great morse aoualc’h evithan.

Setu aze ar vuez a renaz Veronik epad tregont vloaz e kouent leanezed sant Aogustin e Milan. Epad ann amzer-ze, e devoue digant Doue grasou dreist-ordinal, evel ar c’hras da velet ar Mabik Jezuz var ann aoter dindan furm eur bugel, ar c’hras da velet aliez ar Verc’hez Vari hag ann elez, ha meur a c’hras all ker burzuduz hag ar re-ze pe vurzudusoc’h c’hoaz.

Skoet e oue erfin gant eur c’hlenved hag a zalc’haz anezhi c’houec’h miz var he guele ha mervel a eure leun a veritou er bloaz 1497, d’ann oad a zaou vloaz hag hanter-kant. Goude he maro, Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Santez Veronik e deuz karet ato ar bedenn hag al labour, kouls er gear evel er gouent ; ato eo bet humbl, sentuz, devot, leun a garantez evit Doue hag evit he nesa. Setu perak e deuz bet digant Doue kement a c’hrasou epad he buez, hag e deuz brema eur renk huel er Baradoz. Grit eveldhi hervez ho stad hag ho kalloud, hag o pezo ive eur gurunenn gaer ebarz enn Env.