Ar bleiz hac an oan

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar bleiz hag an oan.


AR BLEIZ HAC AN OAN.
(Livre I, Fable X.)


Guella lezen a so ê lezen ar c’hreffa :
Bemdez e velan ze, c’hui er guelo bremâ.
 
Un oan a dorre e sec’het
A hed un douric scler meurbet.
Var ar fæt e tigouez Guillou :
Näoneq e voa, hac o clasq fret.
Piou, emezan, (oc’h ober goal-sellou,)

Ho gra qen dispont, qen hardiz
Ma troublet va evach ? — Autrou bleis, sellet piz :
Me ped ho majeste, ep facha, da velet
Penos e maon a het ar voas
Iselloc’h evit-hi cant pass ;
Dre-se, troubli oc’h evach e nep qiz
Ne ran. — Ober a rit ! ’me neuze ar loen criz.
Ouspen, me voar, bloas so, oc’h euz
Va droug-preseguet, var ho reuz. —
Penaus a razen-me, pa ne oan qet er bed ?
Me so c’hoas var ma mam, n’on qet c’hoas disonet. —
Ho preur e oa. — N’am eus hini. —
Car e oa deoc’h ! Etrezoc’h-c’hui
Ne paouëzit, c’hui, chass ha tud,
Da rei dime peb-sort goal-vrud.
M’en dalvo deoc’h. Eb qen rimal,
Ar bleiz d’ar c’hoat, eb chipotal,
En deus stlejet an oaniq qez
Hac en debret eb setanç na proces.


********