Ar C’hont a Weto

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 73-242)


AR C’HONT A WETO



Pa oa ar C’hont iaouang o vond deuz ann arme,
Klevaz eur verjeren o kana er mene (bis) :
— Lared d’in, berjeren, da biou ec’h eo ar son
A ganec’h brema-zonn ?

— Tewed, em-ehi [1], otro, na n’en em jened ket,
Na n’e ket d’ac’h ar sonn a ganenn brema-zonn ;
Na [2] n’e d’ann dimezel deuz ar ger a Weto
Lerer zo dispaket eunn daou pe dri de zo,


Lerer zo dispaket eunn daou de zo pe dri :
Ari ar c’hont en ker evid he c’heureuji. —

’Nn hini goz a lere en kampr he merc’h henan :
— Otro Doue ! ma merc’h, para vo groet breman ?
Otro Doue ! ma merc’h, para a vezo groet ?
Ari ar c’hont en ker ma veed eureujet.

— Daled eta, ma mamm, daled ma alc’houeio
Hag ed-tu d’am c’hampr wenn da wit braoario ;
Ha diesed gan-ac’h eunn abid inkarnal
Hag eunn abid satinn da lakat war he var ;

Ha diesed gan-ac’h ma dantelez arc’hant
Evit lakât d’am c’hoar a zo eur plac’hik koant :
Prezanted hi d’ar c’hont, pa antreo er gampr
Pa antreo er gampr.

— Salud d’ac’h, dimezel, dimezel a liou goant,
Gand hoc’h abid inkarnal, ho tanletez arc’hant.
Mes ann-obsant miz oc’h n’a ken koantik stipet,
N’e ket c’houi ann hini a oa d’in-me dimezet ;


N’e ket c’houi ann hini a oa d’in-me dimezet,
N’en e ho c’hoar henan : pelec’h ec’h eo hi et ?
En beo pe en maro me renko hen c’havet
Me renko hen c’havet. —

’Nn hini goz a lere en kampr he merc’h henan :
— Otro Doue ! ma merc’h, para vo groet breman ?

Otro Doue ! ma merc’h, penoz a vezo groet ?
Ari ho c’hoar e ger gand ar c’hont refuzet
Ari ho c’hoar e ger gand ar c’hont refuzet
Gand ar c’hont refuzet.

— Daled eta ; ma maman, daled ma alc’houeio,
Hag ed-tu d’am c’hampr wenn da wit braoario
Hag ed-tu d’am c’hampr wenn da wit braoario
Da wit braoario ;


Ha diesed gan-ac’h eunn abid inkarnal
Hag eunn abid satinn da lakât war he var ;
Ha diesed gan-ac’h ma senturen geran,
’Wit ma vin mistr ha moan da vonet dira-z-han ;

Ha diesed gan-ac’h na ma c’hoef-noz ive :
Rak me a oar ervad a gollin ma bue,

— Salud d’ac’h, dimezel, dimezel a liou bal,
Gand ho tantelez arc’hant, hoc’h abid inkarnal :
Dindan ann treo ker-ze c’houi a doug ar glac’har
C’houi a doug ar glac’har ;

Ma spered a lar d’in, p’ho kwelan o kerzet,
Ac’h euz ganet eur mab pe eur verc’h bannaket.
— Ha pa venn dispennet evel amann rouzet,
Biskoaz na merc’h na mab, otro, n’am euz ganet.


— Alo ! ma sonerien, soned d’imp eur son c’he.
Ma welin ann demarch deuz ar feumeulen-ze. —
Hag hen laket he dorn neuze war hi feutrin,
Ken a deuaz al lez deuz he robenn satinn

— Alo ! ma sonerien, soned breman kanvo ;
Cheleu intanv dija ar c’hont euz a Weto ;
D’ann oad a driouac’h vla ma mestrez a varvo
Ma mestrez a varvo.

Gall e rez bea laret oa me a oa he dad :
Na n’on ket eur friponn n’hag eur c’hokinn bennak.
Ha levered d’he mamm c’hastan donet aman :
War-benn ma vo ari vo he goad o ienan. —


Chanté par Louis Kérambrun, tisserand, de Pleudaniel (Côles-du-Nord).


AR C’HONT A WETO
LE COMTE DE WÉTO

\score {
\relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup {\italic Andantino}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key c \major
    \time 6/8
    \partial 8*1
    g'8 e'4. e8 d e | c4. e8 d e | g4 g8 d4 g,8 | e'4. c8 d e | \break
    d4. c8 b g | a4 b8 c4\fermata g8 | e'4. c8 d e | d4. c8 c c | \break
    d4 b8 a4 g8 | e'4. e8 d e | c4. e8 d e | g4 g8 d4 g,8 | \break
    e'4 e8 d4 d8 | c4. r4 \bar "|."
}
\addlyrics {
Pa oa ar c’hont iaou -- ank o vond deuz ann ar -- me, Kle -- vaz eur ver -- je --
ren o ka -- na er me -- ne, Kle -- vaz eur ver -- je -- ren o ka -- na
er me -- ne: —La red d’in, ber -- je -- ren, da biou ec’h eo ar son A
ga -- nec’h bre -- ma -- zon?
}
  \layout { 
  indent = #00
  line-width = #140
  ragged-last = ##t
 }
 \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


————
  1. Ehi, en une syllabe, comme dans le contracté ei
  2. La négation na, en poésie, est souvent prise dans l'acceptation de ha (et). C'est ici le cas, pour la locution na n’e, négative d’ordinaire ; elle exprime un sens affirmatif, bien qu’elle vienne après na n’e ket (au vers précédent), dont l’expression est toujours négative. Cette fois ces deux locutions sont en contraste.
    Na n’e ket (ce n’est pas), c'est la négation tout entière ; na n’e (ce n’est), c'est la locution écourtée. De même, en français : N’avez-vous pas, avez-vous pas ? Mais le rapport est inversé : l’ellipse se fait, on le voit, suivant l’idiome, à la fin ou au commencement de la locution.